7,92 × 57 mm Mauser
7,92 × 57 mm Mauser (8×57 Mauser) | |
---|---|
Munision orin M/88 (a-gleiz) ha munision 7,92 × 57 mm is, anvet ivez «S Patrone», a-zehou. | |
Doare | |
Doare douilhez | kreuzenn (stummoù deveret gant bourledoù) |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 8,22 mm |
Ø trogleuziñ | 7,89 mm |
Ø kolier | 9,08 mm |
Ø skoaz | 10,95 mm |
Ø korf an douilhez | 11,94 mm |
Ø strad | 11,95 mm |
Tevder ar strad | 1,30 mm |
Hirder an douilhez | 57 mm |
Hirder ar gartouchenn | 82 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 9 - 12,7 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 800 - 920 m/s |
Energiezh ar vannadell | 3.809 - 4.096 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar munision 7,92 × 57 mm, anvet ivez 8 mm Mauser, 8 × 57i (i evel Infanterie) pe 8 × 57 is hervez stumm he boled, zo ur gartouchenn alaman evit an armoù-skoaz ijinet gant an embregerezh Mauser etre 1886 ha 1888 ha dibabet e 1889 evel munision ar fuzuilh nevez Gewehr 88 dindan an anv M/88 pe Patrone 88. Implijet e voe ar munision-mañ e kalz armoù alaman brudet eus hanterenn gentañ an XXvet kantved evel ar mindrailherezioù MG 08/15 hag MG 42, ar fuzuilh-vindrailher FG 42 pe ar garabinenn Karabiner 98k.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar 7,92 × 57 mm a oa ar gartouchenn alaman kentañ oc'h ober gant poultr hep moged, met e stumm kentañ (1888) a oa ront beg e voled c'hoazh (round nose).
Anvet e vez peurliesañ 8 × 57 mm, 8 × 57i pe 8 mm Mauser dre aezamant.
Goude ma vije bet choazet ar munision evit ar fuzuilh Gewehr 88 e komprenas pennoù-bras an arme alaman e oa ret tennañ gounid eus an tizhoù uhel a c'halle bezañ tizhet gant ar poultr hep moged en ur lakaat beg bannadell ar gartouchenn da vezañ begek. Urzh a roas ar stad alaman da sevel ur gartouchenn nevez diwar ar 7,92 × 57 mm. E 1905 e voe savet ar munision nevez hag ouzhpennet un s d'e anv (8×57is) evit resisaat e oa begek ar vannadell (Spitzgeschoss). A-wechoù e vez treuzskrivet 8×57js dre fazi, o vezañ e oa tost a-walc'h an i hag ar j er skritur alaman. Diwar neuze eo bet implijet an termen Spitzer evit ober anv eus an holl voledoù begek.
Skañvoc'h e oa ar vannadell nevez (9,9 gram e-lec'h 14,6 gram), ha disheñvelderioù all a voe degaset : kemmet e voe un tammig stumm an douilhez ha kresket ar c'hementad poultr enni. N'hall ket bezañ implijet an daou vunision (8×57i ha 8×57is) er memes arm neuze.
Stummoù gant bourledoù a voe deveret eus an 8×57i ha deus an 8×57is. Al lizherenn r (evit rimmed) a voe ouzhpennet d'o anv neuze (8×57ir hag 8×57irs).
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet implijet e kalz armoù-brezel alaman e hanterenn gentañ an XXvet kantved e vez implijet ar 8×57 bremañ e bed ar chase evit ar jiboez bras, pe e bed ar sportoù tennañ, dreist-holl en TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek) pe evit tennañ pell.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Pajenn an 8×57jrs war lec'hienn bannouriezh Joël Serre
- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP