Louis Beaufrère
Louis Beaufrère (Louis Martial Paul Beaufrère ; Kemperle, 1añ Gouere 1869 - Pondivi, 19 Gouere 1940)[1] a oa ur c'hazetenner breizhat. Breur e oa d'al livour Adolphe Beaufrère.
E dad kozh, Louis Antoine Eugène Beaufrère, a oa genidik eus Moissac e departamant al Lot.
Ren a reas ar gazetenn L'Union Agricole et Maritime, ur gazetenn krouet gant James de Kerjégu, eus 1893 betek 1912. Goude-se e renas kazetennoù all, La Côte d'Armor da gentañ, ha La République du Sud-Ouest e Dacs. Mont a reas da Bariz da c'houde ha krouiñ eno e 1923 La Bretagne à Paris, ur sizhunieg evit ar Vretoned divroet.
Daou vloaz goude krouidigezh La Bretagne à Paris e voe aozet gant Louis Beaufrère dilennadeg "dugez Bretoned Pariz", dilennet gant kevredigezhioù ar Fédération des Bretons de Paris. Kalzig a verzh a rae an abadenn-se e-mesk kevredigezhioù breizhek Pariz etre an daou vrezel ha, goude troc'h an Eil Brezel-bed, adarre er bloavezhioù 1950 ha 1960[2].