[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pondi

Eus Wikipedia
Pondivi
Fozioù Kastell ar Roc'haned
Fozioù Kastell ar Roc'haned
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pontivy
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi (isprefeti)
Kanton Pondi (pennlec'h)
Kod kumun 56178
Kod post 56300
Maer
Amzer gefridi
Christine Le Strat
2020-2026
Etrekumuniezh Pondi Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Bondi
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 15 092 ann. (2020)[1]
Stankter 607 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 04′ Norzh
2° 59′ Kornôg
/ 48.07, -2.98
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 48 m — brasañ 192 m
Gorread 24,85 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pondivi

Pondivi zo ur gumun hag ur gêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul a nav mailhenn en aour, 3, 3, 3.
Tiegezh Roc'han, 1222 ; andon : d'Hozier, 26 Meurzh 1698.

Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er VIIvet kantved.

Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675

Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675[2]; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even[3].
Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[4].

Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn ur bann, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav ha hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet ar bann. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[5],[6],[7].

Napoléonville

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi "Napoléonville" war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ».

Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.
Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.

D'an 29 a viz Genver 1806 e voe staget kumun Stival ouzh kumun Pondivi[8].

1864: tizhet e voe Pondivi gant an hent-houarn.

Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1 a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus tiriadoù kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondivi ha Stival[9],[10].

Brezel 1870-1871 : pevar gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.

Brezel-bed kentañ

316 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,35 % eus he foblañs e 1911[11].

Eil Brezel-bed
Anv H. Gaillard, un den eus Pondivi, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz

Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940[12].
D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi[13].
E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan ; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel ; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940[14].
E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[15].
D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi[16].
D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[17].
Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].

Trevadennoù

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 4 a viz Eost 2004 e oa bet votet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 21 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label « Ya d'ar brezhoneg » live 2.

Redadeg 2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pondi ez echuas ar Redadeg e 2010.


Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell ar Gêr nevez
  • Iliz katolik Intron Varia ar Joa, XVIvet kantved,
  • Iliz katolik Sant Meriadeg, e kêriadenn Stival, XVIvet kantved,
  • Chapel ar Gelenneg,
  • Chapel Santez Trefin
  • Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantvedoù,
  • Porzh.

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mammennoù : Cassini hag EBSSA.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pondi er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975, p. 113
  3. Auguste Dupouy, Histoire de Bretagne, p. 265, Embannadurioù Boivin, 1932, adembannet gant an embannadur Calligrammes, Kemper, hag embannadurioù Ar Morenn, Ar Gelveneg, 1983.
  4. Les Révoltes bretonnes de 1675, pp. 159-160.
  5. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
  6. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 290.
  7. Cassini - EHESS - Pondivi - Fichenn ar gumun
  8. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 378.
  9. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 14
  10. Cassini-EHESS
  11. 11,0 11,1 ha11,2 Monumant ar re varv
  12. "Le Télégramme", 18 a viz Even 2010
  13. Le Morbihan en guerre 1939-1945, Archives départementales du Morbihan, 2009, p. 23
  14. 14,0 ha14,1 Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  15. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 297
  16. Le Morbihan en guerre 1939-1945, p. 130.
  17. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pp. 315-316.