[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Narkissos

Eus Wikipedia
Narkis, gant Caravaggio (v. 1595)
Ec'ho ha Narkis, livet gant Nicolas Poussin, v. 1629-1630, Mirdi al Louvre

Νarkissos pe Narkis (Νάρκισσος / Nárkissos e gregach) a zo mab d'an doue-stêr Kefisos ha d'an nimfenn Liriope.

Mojenn

E Metamorfozoù Ovidius eo kontet ar vojenn diwar e benn. Pa voe ganet Narkissos e voe goulennet ouzh an diouganer Tiresias ha mont a rafe ar bugel da gozh, hag eñ da respont : « Da gozh ez ay ma n'en em anavez. » Deuet bras ar paotr, koant e oa evel an heol, ha lorc'hus ken ha ken. Fae a reas war an nimfenn Ec'ho, ha re all c'hoazh, pitilh gantañ. Un deiz, e dour un eienenn, e welas e skeudenn, ma orgedas-eñ outi. E-pad deizioù e chomas dirak e skeudenn da glemmichat dre ma ne oa ket evit tapout anezhi. A-benn ar fin e varvas gant an naon, hag e c'hoarezed an naiadezed a zougas kañv dezhañ.

E-lec'h ma voe kavet e gorf e voe kavet foeon ivez, bleunioù gwenn anvet narcissus e latin.


Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.