[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Narkissos

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ur pennad Narcís zo ivez.
Ur pennad Narsis zo ivez.
Narkissos, gant Caravaggio (war-dro 1595)
Ec'ho ha Narkissos, livet gant Nicolas Poussin, war-dro 1629-1630, Mirdi al Louvre.
Narkis, murlivadur e Pompeii.
Ec'ho ha Narkissos
(John William Waterhouse, 1903, Walker Art Gallery, Liverpool).

Νarkissos (Νάρκισσος / Nárkissos e gregach) a zo mab d'an doue-stêr Kefisos ha d'an nimfenn Liriope, e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn

E Metamorfozoù Ovidius eo kontet ar vojenn diwar e benn. Pa voe ganet Narkissos e voe goulennet ouzh an diouganer Teiresias ha mont a rafe ar bugel da gozh, hag eñ da respont : « Da gozh ez ay m'en em anavez. » Deuet bras ar paotr, koant e oa evel an heol, ha lorc'hus ken-ha-ken. Fae a reas war an nimfenn Ec'ho, ha re all c'hoazh, pitilh gantañ. Un deiz, e dour un eienenn, e welas e skeudenn, ma'z orgedas-eñ outi. E-pad deizioù e chomas dirak e skeudenn da glemmichat dre ma ne oa ket evit tapout anezhi. A-benn ar fin e varvas gant an naon, hag e c'hoarezed an naiadezed a zougas kañv dezhañ.

E-lec'h ma voe kavet e gorf e voe kavet foeon ivez, bleunioù gwenn anvet narcissus e latin.

Doare all

Gant Nonnos Panopolis e oa un doare all d'ar vojenn.

Mab Endymion ha Selene e oa Narkissos, ha dezhañ ur c'hoar c'hevell, hag eñ pitilh ganti. Pa varvas-hi e kustumas-eñ da vont d'ur feunteun ma c'halle sellout ouzh he skeudenn en dour, pa oant heñvel.

Narkisegezh

Krouet eo bet ar ger narkisegezh e psikologiezh evit aroueziñ ar garantez a c'hell an den kaout ouzh e skeudenn e-unan.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.