treid
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn troad gant ur pebeiladur vogalennek oa/ei.
Furm anv-kadarn
treid /ˈtrɛjt/ (liester : treidoù)
- Furm lies an anv-kadarn troad.
- N'eo netra, ma zad, nemet penn ha treid ma dañvad bihan gwenn. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 150.)
- [...], ha ker lijer e oa ma veze bec'h kavout roudou e dreid, houarnet gant arc'hant. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- Lan ar C'hor, boueter an dornerez, a laka ur malan dindan e dreid evit kaout muioc'h a sav. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 34.)
- N'eo ket divharoù al loerier a ya da fall : an treid an hini a ra. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 171.)
- Sell-hañ gant e dreid treuzet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 542.)
- Divrec'h evel eskell ur vilin avel, divhar hir ha moan ha treid palanko a roe dezhañ neuz ul lankon eus ar seurt ne weler ket alies. — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 9.)
- Bezañ un dra bennak (botoù) e treid un den :
- Ro peoc'h din, genoù tartez ! rak sotoc'h out eget ar botoù a zo ez treid. — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 15.)
- Hogen kerse 'oa gant e berc'henn o vezañ n'en devoa ket kavet tu da lakaat ur re votoù koad en e dreid. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 22.)
- [...], gant dilhad nevez-flamm en-dro dezho hag en o zreid heuzoù lufr ha houarnet mat. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 16.)
- Bezañ un dra bennak (botoù) ouzh treid un den :
- Ur sae hir a oa en-dro dezhañ, ur c'hap mouk hag a skube an douar, ha heuzoù seulioù uhel gant bouklennoù ouzh e dreid. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 13.)
- Bezañ un dra bennak e treid un den (poan, kemenerien)
- Kemenerien A zo em zreid. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 249.)
- mont war vegoù e dreid, war vleñchoù e dreid :
- En noz-se enta, war-dro dek eur hanter, e tiskennas eus ar c'housklec'h war vegoù e dreid, Sulian Gouriou ouzh e heuliañ. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 37.)
- treid palanko : treid bras
- Divrec'h evel eskell ur vilin avel, divhar hir ha moan ha treid palanko a roe dezhañ neuz ul lankon eus ar seurt ne weler ket alies. — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 9.)
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Korf heb ene, diouskouarn hep penn, treid heb ivinou ? — Ur pout-houarn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)