sent
Neuz
Brezhoneg
- (Furm anv-kadarn) Diwar an anv-kadarn sant gant ur pebeiladur vogalennek a/e.
- (Furm verb) Savet diwar sent-, pennrann ar verb sentiñ, hep dibenn-ger.
Furm anv-kadarn
sent /ˈsɛn(t)/
- Furm lies an anv-kadarn sant.
- Buhez ar Sent : levr a relijion.
- Ar brasañ sent eo a vez ar muiañ tentet gant an drouk-spered, abalamour ar re-se eo en deus ar muiañ youl da c'hounit. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 639.)
- Ar sent hen goar ervat. — (Sant Liguori, troet gant Gabriel Milin, Penaos karet Jezus-Krist, Brest, 1900, p. 132.)
- FULUP. — Petra, Monig, ne lennit ket 'ta Buhez ar Sent ? — (Jarl Priel, Ar Vatez vihan, Sav niv. 29, Diskar-amzer 1944, p. 17.)
Troioù-lavar
Furm verb
sent /ˈsẽnt/
- Furm ar verb sentiñ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Pobl, person ha kure a sent ouzh ar vaouez. — (Jean Cadiou, Ivona, Montroulez, 1886, p. 69.)
- Un den ma sent ar mor doc'htoñ [outañ] hag ar pesked hag an avel. — (Job ar Bayon, Ar Hent en Hadour, Lafolye, Gwened, 1913, p. 176.)
- An hini na sent ket ouzh ar stur
Ouzh ar garreg a raio sur. — (Krennlavar.)
- Furm ar verb sentiñ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- Lan sot, sent ouzhin-me. — (Yann-Vari Perrot, Alanik al Louarn, Ar Gwaziou, Montroulez, 1911, p. 23.)