krenn
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatholicon (1499): crẽn.[1]
- Eus ar ger henvrezhonek cron, kar d'ar gerioù kembraek crwn, heniwerzhonek cruind, dezho ar memes ster, hag a zeufe eus ur ger keltiek kr-undi, savet evel ar ger latin rot-undu-s war un diaz a dalv « kromm » a vo adkavet er pennad « korventenn ».[2]
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | krenn |
Derez-uheloc'h | krennoc'h |
Derez-uhelañ | krennañ |
Derez-estlammiñ | krennat |
krenn /ˈkrɛnː/
- E stumm ur c'helc'h.
- D'an eil, en abeg d'he stumm, a vo krenn — pe gelc'hiek — da verkañ, en un doare na c'hellfe ket bezañ splannoc'h, ne vo ket an disterañ diforc'h etre ar gouvidi en em dolpo en-dro dezhi, ... — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 171.)
- Marc'heien an daol-grenn : kompagnuned ar Roue Arzhur.
- ul lamm krenn: Trumm ha nerzhus.
- En ul lamm krenn e voe an Dimezell R. e burev ar medisin-gward. — (Maguy Kerisit, Breur ha c'hoar, Al liamm niv. 335, Kerzu 2002, p. 33.)
- Etre bras ha bihan.
- Ur varc'hadourezh he deus tri friz : ur priz bras, ur priz krenn, hag ur priz bihan. — (Yann-Vari Perrot, Buez ar Zent, Monroulez, 1911, p. 27.)
- E tour Tredraezh a zo tri gloc'h : ar c'hloc'h bras, ar c'hloc'h bihan, hag ar c'hloc'h krenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 261.)
- Jedet dre ober ar geidenn.
- 384400 km eo an hed-krenn etre an Douar hag al Loar. — (Yann-Lug ar Gall, Matematik 6vet klas, TES, 2006, p. 67.)
- en un taol krenn : a-greiz-holl
- ... pa lammas en hent en un taol krenn ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 128.)
Gerioù heñvelster
- ront (1)
Gerioù kevrennek
evel rakger :
gerioù kevrennek all :
Deveradoù
Troidigezhioù
ront
etre bihan ha bras
Anv-kadarn
krenn /ˈkrɛnː/ gourel
Adverb
Derez | Furm |
Derez-plaen | krenn |
Derez-uheloc'h | krennoc'h |
Derez-uhelañ | krennañ |
Derez-estlammiñ | krennat |
krenn /ˈkrɛnː/
- Ober un dra bennak krenn : trumm
- Hen a jomaz krenn a-za, droug-livetoc'h c'hoaz eged aziagent; eun tamm skrijadenn a reaz. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 94.)
- penn-da-benn, groñs
- Ret eo dezhañ chom mut, difennet krenn ma'z eo komz brezhoneg er skol. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 94.)
- Un dra diwirion-krenn e ve kemeret ar « Baganiz » evit « paganed ». — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 12.)
- — Setu ho tad o vont da zistagan krenn ar wech-man deus madou an douar. [...] ! — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 1.)
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- ankouaat krenn
- lammat krenn
- tevel krenn
Troidigezhioù
- alamaneg : völlig (de) , ganz (de)
- galleg : complètement (fr) , totalement (fr)
Roll an daveoù :
- ↑ Jehan Lagadeuc, Crẽn, Le catholicon en troys langaiges scavoir est breton franczoys et latin, 1499, war lec'hienn ar Bibliothèque nationale de France.
- ↑ Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne, p. 81.