netra
Neuz
Brezhoneg
Raganv
netra :
- tra ebet, mann ebet (gant ar verb er stumm-nac'h)
- — Chom ganin da vevel ha ne vanko netra dit amañ ; [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 13.)
- Herve. — [...] , met en han' Doue, arabad d'eoc'h diskouez netra d'ho tad, [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 5.)
- Netra n'eo (GDFB 660): n'eo netra.
- N'em eus klevet netra nevez.[2]
- Peogwir n'em-bez netra nemed gant ma zammig arhant. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 506.)
- dirak ar verb (neuze ne vez ket implijet ket):
- Netra ne blij din-me 'vel ur banne kafe.[2]
- Na pegen buhan ez a an deiziou en-dro, eur pennad zo ; ha koulskoude netra ne deu. Netra ! netra ! — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 1.)
- Netra ne vank dezhi, — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971, p. 2.)
- Netra ne welas. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 101.)
- talvezout netra:
- En hon amzer-ni, ur beleg a dal nebeut, pe netra zoken, eme ur rumm dud. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 217.)
- Kemmadur dre vlotaat goude netra (a-wechoù netra a ... ) :
- Netra druezusoc'h 'vit un den maleürus, Netra gazusoc'h 'vit ur paour glorius. Krennlavar.
- Netra welloc'h, hep mar : amzer da renka anezañ ha da c'hreia ( ficha ) an aoter. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 97.)
- netra a ...
- ha netra a leret a zo genec'h aze? — (LE, p. 160.)
- Homañ na vez greet netra a vad ebed dezi kammed. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 124.)
- E troiennoù:
- kas da netra : kas da get
Gerioù heñvelster
- gour
- mann
- mann ebet
- netra ebet
- netraig
- seurt
- seurt ebet
- [ur seurt]]
Troioù-lavar
Krennlavarioù
- Na war gouevr, na war aour
War netra ne ra fae ar paour. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 185.) - Ur c'hemener n'eo ket un den :
Kemener eo ha netra ken. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 307.)
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
- [2] : An Aotrou Gernevez a sant Yann Pleuzal, in Kanaouennoù Pobl, dastumet gant Alfred Bourgeois (1959).
- [3] : Son ar c'hafe, gant Evnig Penn-ar-C'hoad.
Sañskriteg
Anv-kadarn
नेत्र netra nepreizh