marvet
Neuz
Brezhoneg
- Diwar marv-, pennrann ar verb mervel, hag an dibenn-ger -et.
Furm verb
marvet /ˈmarvet/
- Anv-gwan-verb ar verb mervel
- gant ar verb bezañ en amzer-vremañ:
- ' ... ro din mil skoed hepken hag e larin ec'h eo marvet ma mamm dre gleñved ha kozhni, ha nen ne ouvezo netra. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 214.)
- Eno eo marvet, pell diouzh e dud, pell diouzh e vro, pell diouzh e eskopti ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 26.)
- E vugale a rank bezañ holl marvet dizimez. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 140.)
- — [...]. Ne ankounac'haomp ket ken nebeut hor mignouned, ha leveromp eun De Profundis evit ar re a zo marvet e Kergidu. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 11.)
- An Ap. — N'eo ket 'ta ! Pa varvit e c'hellit lavaret, da vihana, oc'h marvet evel ma oa dleet! [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 15.)
- Honnez a zo marvet en yaouank. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 157.)
- Louiz a zo marvet unan bennag dezañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 130.)
- Marvet ez eus ur gazeg e Penn-Tre. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 36.)
- gant ar verb bezañ en amzer-dremenet:
- Ur wech e oa ur roue er gêr a Iz hag a oa marvet e wreg. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 93.)
- Ur wezh e oa ur roue er Spagn, hag a oa a-nevez-varvet e wreg. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 25.)
- Ur mab en devoa bet ivez, met marvet e oa d'an oad a driwech vloaz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 25.)
- Eur c'hoar din-me a oa marvet en-yaouank. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 122.)
- A-raog ma oa marvet e-nevoa bet eur vravadenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 63.)
- Hennez a oa marvet tu-pe-du da ouel an Ollzent. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 552.)
- Daou vloaz oa m' oa marvet e vamm - Doue d'he fardono ! - pa c'hoarvezas un darvoud dic'hortoz e buhez Jampi Rognant. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 16.)
- Dambrest goude e oa marvet e dad. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 217.)
- Du-mañ e oa bet marvet ar gouloù gant an tarzh-kurun-se. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 511.)
- gant ar verb bezañ en doare-divizout:
- [...], hag e vije marvet hep dale gant an doan, ma vije bet chomet pelloc'h. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 13.)
- Marvet gant un dra bennak, gant ar vezh, ar glac'har
- Me a vije marvet gand ar véz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 185.)
- Marvet int o daou gand ar boan-spered. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 422.)
- Furm ar verb mervel e trede gour unan an doare-gourc'hemenn.
Notenn
- Implijet dreist-holl en amzerioù kevrennek
- Kemmesket a-wechoù gant marv, anv-gwan.
Gerioù kevrennek
- Daniel mil-micher oa marvet gant an naon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)