Oposom skoazioù du
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Didelphimorphia | ||
Kerentiad : | Didelphidae | ||
Genad : | Caluromysiops | ||
Anv skiantel | |||
Caluromysiops irrupta (Sanborn, 1951) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An oposom skoazioù du (Caluromysiops irrupta) zo ur bronneg godellek a vev e Suamerika (Brazil, Kolombia, Perou ha marteze Bolivia). Ar spesad nemetañ eo er genad Caluromysiops.
Doareoù pennañ
kemmañWar-dro 20 cm eo hirder e gorf hag etre 20 ha 30 cm hini e lost. Etre 200 g hag 600 g eo e bouez.
Gris-gwenn eo e vlevenn, gant ur roudenn zu war e zivskoaz hag e gein.
War-dro 14 devezh eo an dougen ha 2 oposom bihan a vez ganet e pep torad.
Boued
kemmañEn em vagañ a ra diwar frouezh ha preñved a glask diouzh an noz.