[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an nobeliom ; No eo e arouez kimiek, 102 e niver atomek ha 259,101 e dolz atomek.
Ar pevarzekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Nobeliom
MendeleviomNobeliomLawrensiom

Yb
No
Taolenn beriodek, Nobeliom
Perzhioù hollek
Niver atomek 102
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [259]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 663 kJ/mol
2 : 1 250 kJ/mol
3 : 2 490 kJ/mol
Skin atomek 246 pm
Skin kenamsav 176 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) (stlenn ebet) g/cm3
Teuzverk 827 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

E 1957 ez embannas skiantourien an Ensavadur Nobel e Stockholm o doa dizoloet izotop 251 pe 253 en elfenn 102 dre skinata kuriom-244 gant karbon-13. Nobelium (No) eo an anv a rojont d'an elfenn nevez, en enor da Alfred Nobel, kent distreiñ war o c'hiz : ne oant mui asur eus o c'havadenn.
E 1958 e voe kaset an hevelep arnodenn gant skipailh Albert Ghiorso ha Glenn T. Seaborg e Skol-veur Kalifornia (Berkeley). Izotop 250 ar fermiom a voe dinoet, o tont eus izotop 252 an elfenn 102, a voe anvet nobelium ivez :

244 Cm + 12 C 256 No 252 No + 4 1 n
96 6 102 102 0

E 1961, pa oa o klask kevanaozañ an elfenn 103 (103Lr) e prouas an hevelep skipailh en doa arsellet skinoù α o tont eus an elfenn 102, a gredjont bezañ No-255.

Diouzh o zu, ar Rusianed e Labourva Flerov e Dubna (U. R. S. S.) a embannas e 1966 o doa kavet an elfenn 102 ivez, dre an dazgwered :

238 U + 22 Ne 260 No 254 No + 6 1 n
92 10 102 102 0

E 1969 e teuas skipailh Dubna a-benn da ziskouez kerentiezh kimiek etre ar 14vet lantanid (70Yb) hag an elfenn 102, a anvjont joliotium (Jo) en enor d'ar fizikour gall Frédéric Joliot-Curie (1900-1958).

E 1992 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) e oa labour Dubna e 1966 an hini resisañ, hogen miret e voe an anv nobelium abalamour d'an niver a bennadoù bet skrivet dija a rae dave da 102No[1].

Perzhioù

kemmañ

Peogwir n'eus bet kavet izotop ebet eus 102No a badfe pelloc'h eget ur vunutenn ne c'haller kadarnaat perzh ebet d'an elfenn.

Izotopoù

kemmañ

C'hwezek skinizotop eus an nobeliom zo bet kevanaozet (248No hag an heuliad No-250 betek No-264), ha tri izomer derc'hanel zo (No-251m, No-253m ha No-254m).

Izotopoù stabilañ an nobeliom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

253No

kevanaozet

1,62 vunutenn

α249Fm
β+253Md

254No

kevanaozet

51 eilenn

α → 250Fm
β+254Md

255No

kevanaozet

3,1 munutenn

α → 251Fm
β+255Md

257No

kevanaozet

25 eilenn

α → 253Fm
β+257Md

259No

kevanaozet

58 munutenn

α → 255Fm
e259Md

Hini ebet.

Notennoù

kemmañ

Daveennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok