[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo al lawrensiom ; Lr eo e arouez kimiek, 103 e niver atomek ha 262,110 e dolz atomek.
Ar pemzekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek, hag an hini diwezhañ.

Lawrensiom
NobeliomLawrensiomRutherfordiom

Lu
Lr
Taolenn beriodek, Lawrensiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 103
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [259]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +3
Tredanleiegezh 1,30 (Diouganet ; skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 479 kJ/mol
2 : 1 400 kJ/mol
3 : 2 100 kJ/mol
Skin atomek 245 pm
Skin kenamsav 161 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) (stlenn ebet) g/cm3
Teuzverk 827 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

E 1958 e kredas da skiantourien al Lawrence Radiation Laboratory (LRL) e Skol-veur Kalifornia, Berkeley, o doa kevanaozet izotop 257 an elfenn 103 dre skinata kuriom 96Cm gant nitrogen 7N ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1960, e klaskjont kevanaozañ an izotop 259 dre skinata kaliforniom 98Cf gant bor 5B hep dont a-benn avat.

D'ar 1añ a viz Mae 1961 ez embannas skipailh an LRL, renet gant Albert Ghiorso, en doa kevanaozet an izotop 257 dre skinata Cf-249, Cf-250, Cf-251 ha Cf-252 gant B-10 ha B-11 ; 8 ± 2 s eo an hanter-vuhez a voe muzuliet[1].
Lawrencium 103Lw eo an anv a voe kinniget gant LRL evit an elfenn nevez, en enor da Ernest Orlando Lawrence (1901-1958), a ijinas ar c'hiklotron ; e 1963 e voe degemeret gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC), met kemmet e voe an arouez : 103Lr e voe ez-ofisiel.[2]

Ur gudennig a voe, pa embannas skiantourien ar Joint Institute for Nuclear Research (JINR) e Dubna (U. R. S. S.) ne oant ket bet gouest da gadarnaat disoc'h labour an Amerikaned : 257Lr gant un hanter-vuhez ag 8 eilenn ; an izotop 258 e oa e gwirionez, dre an dazgwered :

252 Cf + 11 B 263 Lr 258 Lr + 5 1 n
98 5 103 103 0

Diouzh o zu e kevanaozas ar Rused an izotop 256 dre an dazgwered :

243 Am + 18 O 261 Lr 256 Lr + 5 1 n
95 8 103 103 0

Kadarnaet e voe an dazgwered-se gant LRL Berkeley.

E 1970 e tivizas an IUPAC lakaat 103Lr e-touez an aktinidoù daoust d'e aozadur elektronek, hag e 1992 e voe lakaet skipailhoù LRL Berkeley ha JINR Dubna da gevanaozerien an elfenn 103.

Perzhioù

kemmañ
  • 103Lr o vezañ an elfenn gentañ er bloc'had 6d e tlefe e aozadur elektronek bezañ [Rn] 7s2 5f14 6d1, hogen jedet ez eus bet un aozadur all, [Rn] 7s2 5f14 7p2[3].
  • Peogwir eo 103Lr an elfenn gentañ er bloc'had 6d e rankfe bezañ lakaet da vetal ardreuzat, hogen da aktinid eo bet lakaet gant an IUPAC en abeg da zisoc'h arnodennoù kimiek bet kaset en U. R. S. S. gant ar Flerov Laboratory of Nuclear Reactions (FLNR) e 1969, a genderc'has trikloridenn lawrensiom 256LrCl3 dre lakaat Lr-256 da zazgwerediñ gant klor, ar pezh a ziskouezas ez eus un aktinid eus 103Lr.

Izotopoù

kemmañ

Unnek skinizotop eus al lawrensiom zo bet kevanaozet, eus 252Lr betek 262Lr.

Izotopoù stabilañ al lawrensiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

254Lr

kevanaozet

13 eilenn

α250Md
e254No
255Lr kevanaozet 21,5 eilenn α → 251Md
256Lr kevanaozet 27 eilenn α → 252Md
259Lr kevanaozet 6,2 eilenn α → 255Md
260Lr kevanaozet 2,7 munutenn α → 256Md
261Lr kevanaozet 44 munutenn ?
262Lr kevanaozet 3,6 eurvezh ε → 262No

Hini ebet.

Notennoù

kemmañ
  1. GHIORSO Albert, SIKKELAND Torbjørn, LARSH Almond E. & LATIMER Robert M., New Element, Lawrencium, Atomic Number 103, Physical Review Letters, 6, 473-475 (1961) Energy Citations Database (en) Liamm (skin)oberiant 24 MEU 13
  2. EMSLEY, p. 460 Google Books (en) Liamm oberiant 24 MEU 13
  3. ZOU Yu & FISCHER Froese C., Resonance transition emergies and oscillator strengths in Lutetium and Lawrencium, Physical Review Letters, 88, 19/04/2002 {{en]] Liamm oberiant 24 MEU 13

Daveennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok