Mari
anv merc'hed
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Mari (pe Maria a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari, a zeu eus an hebraeg מִרְיָם (Maryam). Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.
Alies ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv-badez, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari, Pêr-Vari.
E Bro-Spagn ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno Jose Maria, pe Juan Maria.
Doareoù all e brezhonek
kemmañE yezhoù all
kemmañTud
kemmañSentezed
kemmañ- Mari, mamm Jezuz, azeulet evel ar Werc'hez Vari.
- Mari Madalen, ur vaouez en Aviel
- Mari Breizh (1446 - 1511), priñsez
- Mari Manac'h, lesanvet Lady Mond
- Yann-Vari Perrot, beleg
- Pêr-Vari Kerloc'h, drouiz-meur
- Maïwenn Le Besco, aktourez
- Mari Bro-Saoz, anv meur a rouanez ha priñsez saoz.
- Mari Possa, aktorez
- Gwelout Maria Portugal.
- Marí Alkatiri, politikour
Lesanvioù brezhonek
kemmañMari zo un anv roet da gement plac'h zo, evel Soaz a-wechoù.
- Mari Beg-a-raok, Mari-flao (flav?), flaperez, klakenn
- Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
- Mari-flao, Mari-vastrouilh, loudourenn
- Mari-froterez, pareourez
- Mari Janed, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
- Mari-voudenn, a laosk ar baotred da gregiñ en he moudenn.
- Mari-vorgan, pe morwreg, maouez eus ar mojennoù hag a vev er mor.
- Mari Vrav, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
Levrioù brezhonek
kemmañ- Brizeug, Mari.
- Miz Mae, miz Mari, GL, Brest , 1854 (meneget e Geriadur istorel ar brezhoneg)
- Miz Mari pe Levr d'ar Werc'hez, Lannuon, 1860
- Miz Mae, miz Mari, GL, Brest , 1864 (meneget e Geriadur istorel ar brezhoneg)
- Miz Mari an Itron Varia Lourd, traduit du français de H. Lasserre par Anna de Jésus, Brest-Quimper, aotreet e 1874
- Levr Bugale Mari, A. Chatton, 4re mouladur, Prud'homme, Sant-Brieg,
- Miz Mari Eskopti Kemper ha Leon, JL Prigent, Brest, 1909
- Miz Mari ar ar Parreziou divar ar moeaz, A; Hellard, Lajat, Montroulez, 1912.
- Mari Vorgan, romant gant Roparz Hemon
Kanaouennoù
kemmañ- Ar gwerzioù Mari Flouri, Mari Tilli, Mari ar C'habiten, e Gwerziou Breiz-Izel
- Mari 'ra din c'hoarzhin, diskan klevet er festoù-noz, kanet gant ar Vreudeur Morvan.
- Mari-vastrouilh, kanaouenn savet diwar ar ganaouenn saoznek My darling Clementine.