[go: up one dir, main page]

Broioù keltiek

(Adkaset eus Keltiek)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Ar broioù keltiek, pe Keltia evel ma reer anezho a-wechoù e brezhoneg, eo ar broioù ma komzer yezhoù keltiek.

Ar c'hwec'h bro geltiek a vremañ.

A-wechoù e reer gant Keltia ivez evit komz eus hollad an douaroù poblet gant ar Gelted en istor, e-pad eil oadvezh an houarn, da lavarout eo Galia, Preden, Hibernia, Norika dreist-holl.

Un naoutur hag un anv krouet en XIXvet kantved eo, hag ul liv romantel zo dezhañ, evel d'ar gerioù Cambria ha Caledonia e saozneg, pe d'ar ger Armorique e galleg evit komz eus Breizh.

Diazezet eo war ar meno ez a ar broioù a orin keltiek, pe ma vez komzet yezhoù keltiek, d'ober ur gumuniezh, dezhi un hêrezh heñvel, un hêrezh hag a c'hall bezañ sevenadurel pe istorel, pe tennañ d'ar yezhoù keltiek.

Notenn

kemmañ

Diwar ar ger Keltia e teu ar ger keltieg. Tud zo a ra gant kelteg, savet diwar ar ger kelt.

Ar c'hwec'h bro geltiek

kemmañ
Bro Anv keltiek Yezh Pobl Niver a dud Niver a yezherien
  Bro-Skos Alba Gouezeleg Skos (Gàidhlig) Skosed 5m 92 400 (1,8%)
  Iwerzhon Éire Iwerzhoneg (Gaeilge) Iwerzhoniz 6m 355 000- 1,8 milion (5,9%)
  Enez-Vanav Ellan Vannin Manaveg (Yn Ghaelg) Manaviz 70 000 < 1 700 (< 2,4%)
  Kembre Cymru Kembraeg (Cymraeg) Kembreiz 3m > 750 000 (> 25%)
  Kernev-Veur Kernow Kerneveureg (Kernewek) Kerneveuriz 500,000 3 500 (0,7%)
  Breizh Breizh Brezhoneg Bretoned 4m 206 000 (4,7%)