[go: up one dir, main page]

Lannejenn

kumun ar Mor-Bihan

Lannejenn a zo ur gumun eus Breizh e Kerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

Lannejenn
Ar vourc'h gwelet ag an oabl.
Ar vourc'h gwelet ag an oabl.
Anv gallek (ofisiel) Lanvénégen
Bro istorel Kerne
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56105
Kod post 56320
Maer
Amzer gefridi
Marie-José Carlac
2020-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn Web (fr)lanvenegen.free.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 138 ann. (2020)[1]
Stankter 39 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 59′ 56″ Norzh
3° 32′ 25″ Kornôg
/ 47.9988888889, -3.54027777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 122 m
bihanañ 52 m — brasañ 88 m
Gorread 29,42 km²
Lec'hiañ ar gêr
Lannejenn

Douaroniezh

kemmañ

Ragistor

kemmañ
Kentistor
 
Ur bez eus Oadvezh an Arem zo bet kavet en ur park nepell diouzh kêriadenn ar C'hilhioù.
  • E dibenn miz Mae 1748, François Mahé hag Yves Bulze, daou zen eus bandenn Marion ar Faoued, lakaet da varv e Gwened, a zo skourret ouzh ur wezenn-derv ha lezet da vreinañ en ur c'hroaz-hent eus an hent roueel kozh a gas eus Kemperle da C'hourin, un nebeud kantadoù a vetradoù en hanternoz da gêriadenn Sant-Urloù[7].
  • Melestradurezh: betek 1790, Lannejenn a oa un drev eus parrez Gwiskri. E 1790 e teuas da vout ur barrez, ur gumun ha pennlec'h kanton Lannejenn[8], gant teir c'humun ennañ: Gwiskri, Lannejenn ha Lokunole; e Bann ar Faoued e oa; diskaret e voe kanton Lannejenn[8] gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[9]. Lakaet e voe kumun Lannejenn en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 hag e Kanton ar Faoued bet brasaet e 1801.
  • Trubuilhoù: e 1792 e teuas un urcher d'ober ur furchadeg en un ti. Taget e voe a daolioù bataraz ha mein, an dud o huchal: Ur brogarour eo, ret eo e lazhañ. Gloazet e voe ha dav dezhañ tec'hout. E dagourion a voe barnet gant barnour a beoc'h lez-varn kanton Lannejenn d'an 8 a viz Gwenholon 1792, ha rentet dezhañ e zilhad ha lifre leun-wad[10].
  • Mervel a reas c'hwec'h gwaz abalamour d'ar brezel[11].
  • Mervel a reas 114 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 123 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 145 hervez monumant ar re varv (da lavaret eo 5,49 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[13] er gumun, abalamour d'ar brezel[14].
  • Lazhet e voe ur milour bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 19 a viz Meurzh 1917 e Maroko, p'edo o klask dizertiñ[15].
 
Monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz, anv un den eus Lannejenn

Brudet eo ar gumun abalamour d'he ferzh er Rezistañs:

  • Pemp den eus ar gumun a zo marvet er c'hampoù-bac'h, daouzek den arall a zo bet fuzuilhet, nav anezhe e-tal gwikadell Porzh-Loeiz[18],[19].
  • D'ar 1añ a viz Mae 1944 ez eus bet ur manifestadeg gant tud ar gumun o tibunañ er vourc'h hag er c'hêriadennoù tro-war-dro, o tougen bannieloù ruz ha bannieloù triliv gall hag o kanal La Marseillaise ha Kan an Dispac'h[20].
  • Tud fuzuilhet: fuzuilhet e voe gwazed ag ar Rezistañs d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet da varv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued:
    • e Roz ar C'had: 10 den a Speied hag unan a Sant-Wazeg[21],
    • e Rozkev, 17 den, en o mesk pevar den yaouank eus An Ignel, tri eus Gourin hag unan eus Lanvodan; c'hwec'h den yaouank eus Blankenberge (Flandrez Belgia), Georges Sandelé, René Mestdagh, Camille De Corte,Raymond Marmenout, Louis Dehenauw ha Jean de Coninck, bet tapet gant an Alamaned p'o doa taget paotred ar strouezheg e Plourae, a voe fuzuilhet ivez; unan anezhe, Jean de Coninck, gloazet hepken, a c'hellas tec'hout. Kuzhet ha sognet e voe gant tud ar vro betek an Dieubidigezh. Daou gorf a zo chomet dianav[22],[23].
    • er Pont-Nevez, un den dianav.
  • Tri ezel eus ar Rezistañs a voe lazhet gant an Alamaned nepell diouzh Boutel d'ar 7 a viz Gouere 1944[24].
  • Ti-post: krouet e voe an ajañs-post d'ar 1 a viz Kerzu 1941[25] diwar goulenn tiegezhioù ar brizonidi a ranke mont betek ti-post Ar Faoued da gas pakadoù dezhe; kemeret e voe 2000 Lur en ti-post gant tud ar Rezistañs e miz Even 1944[26].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[27].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1790

kemmañ

[28]

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Maner Sant-Kijao

kemmañ

An iliz katolik er vourc'h

kemmañ
  • Iliz-parrez Sant Kognogan.

Chapelioù

kemmañ
  • Chapel Sant-Urloù, XVIvet kantved,
  • Chapel Sant-Jord,
  • Chapel Sant-Melani,
  • Chapel an Drinded (mogerioù hepken), XVIIvet kantved.

Monumantoù ar re varv

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ
  • Erwan Evenou, emsaver politikel ha yezhel, skrivagnour; sevel a reas ur pikol tezenn a-zivout brezhoneg Lannejenn;
  • Allain Maillard, beleg katolik, bet kondaonet d'ar galeoù evit bout kemeret perzh en Emsavadeg ar Bonedoù ruz. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 outañ.

Tud bet ganet eno

kemmañ
  • François Louis Ulliac (1añ a viz Meurzh 1887), lazhet gant al lu gall p'edo o klask dizertiñ d'an 19 a viz Meurzh 1917 e Maroko.
  • Remi Derrien, skrivagner, kazetenner, aktour ha jubennour brezhonek, Ebrel 1946.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)(fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajennoù 16 ha 17
  3. (fr)Boris Porchnev, Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, bet embannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975
  4. (fr)Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
  5. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
  6. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
  7. (fr)Lice Nédellec ha Jean Rieux, Marion du Faouet et ses brigands, Embannadurioù Artra, 1976
  8. 8,0 ha8,1 (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 168
  9. pennad ar Wikipedia gallek, lodenn "Histoire"
  10. (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 470
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 143
  13. Monumant ar re varv
  14. (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
  15. (fr)Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  16. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  17. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  18. (fr)Port-Louis Histoire
  19. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 315
  20. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Éditions Liv éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966 hag ISBN 978-2844970961 (e galleg)
  21. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 28 ha 29
  22. Mémorial GenWeb
  23. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 30 ha 31
  24. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 32 ha 33
  25. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.168
  26. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 169
  27. (fr)Memorial Genweb
  28. EBSSA
  29. (fr)Memorial Genweb
  30. (fr)Université de Lille