[go: up one dir, main page]

Brezel Dizalc'hiezh Spagn

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Brezel Dizalc'hted Spagn (1808-1814) (saozneg: Peninsular War; spagnoleg: Guerra de la Independencia Española; katalaneg: Guerra del Francès) a c'hoarvezas e Spagn, etre Spagn ha Bro-C'hall, renet gant Napoleone Buonaparte, an impalaer gall a felle dezhañ lakaat e vreur Giuseppe Buonaparte, lesanvet Pepe Botella (Job e Voutailhad), da roue er vro-se, evel José Iañ. Gwelet eo ar brezel-se evel unan eus ar brezelioù c'hwezhet gant Napoleone Buonaparte en Europa abalamour d'e c'hoant da lakaat broioù Europa dindan e dreid. E saozneg e vez laret The Peninsular War peogwir e c'hoarvezas ivez e Portugal, hag e krogas da vat pan eas armeoù Bro-C'hall ha Spagn da aloubiñ Portugal e 1807. Gwashaat a reas an abadenn e 1808 avat pa savas bec'h etre Bro-C'hall ha Spagn. Kregiñ ervat a reas ar Brezel Dizalc'hted gant emsavadeg an Dos de Mayo e 1808.

Sabrennadeg ar vamelouked
Giuseppe Buonaparte, en Roue Spagn. En ofisiel José Iañ, e-touez ar bobl ne oa nemet Pepe Botella (Job e Voutailhad).

Padout a reas ar brezel-se ken na voe trec'h ar C'hwec'hvet Kenunaniezh war Napoleon e 1814. Alies e lavarer eo ar c'hentañ brezel-dieubiñ dre grogadoù bihan, pe guerrilla.

Distujet e voe ar velestradurezh spagnol gant ar C'hallaoued, ha rannet etre juntas er proviñsoù. En 1810 e voe adsavet ur gouarnamant broadel, Cortes Cádiz, a oa emharluet e kreñvlec'h Cádiz, met n'halle ket sevel arme ebet peogwir e oa gronnet gant un armead 70,000 soudard gall. Daou vloaz e padas Seziz Cádiz, eus 1810 da 1812.

Skarzhet e oa bet ar C'hallaoued eus Portugal gant an armeoù saoz ha portugalat, ha skoazellañ a raent ar re a veze o vrezelekaat ouzh soudarded Bro-C'hall ha ne oant ket evit derc'hel ur vro ken bras .

Deroù ar brezel

kemmañ
 
Difenn Parque de Artillería Monteleón, gant Joaquín Sorolla y Bastida

Skoulmet e oa bet un emglev etre Spagn ha Bro-C'hall gant Feur-emglev San Ildefonso (1796), sinet gant ar priñs Manuel Godoy en 1796. E 1805 avat e c'hoarvezas faezhadenn Trafalgar. Kollet ganti pep liamm ha darempred gant he zrevadennoù en Amerika ha prest e oa da lammat war hec'h amezeg, Portugal, gant skoazell Napoleon. Rak mignonez d'ar rouantelezh saoz e oa rouantelezh Portugal, ha ne felle ket dezhi seriiñ he ferzhier ouzh al listri saoz. Brezel an Orañjez a voe graet eus an abadenn-se, a echuas e 1801 gant Feur-emglev Badajoz (1801).

En 1807 e nac'has Portugal seveniñ ar Blokus kevandirel, ma c'hoantaas Napoleon kas un arme da aloubiñ Portugal . Gant feur-emglev Fontainebleau (1807) sinet gant Carlos IV, e voe aotreet da gas un arme, renet gant ar jeneral gall Jean-Andoche Junot, da dreuziñ Spagn, da vont da gastizañ Portugaliz. E 1807 eta e krogas ar c'hentañ arnod gall da aloubiñ Portugal.

Ne voe ket pell Napoleon neuze o lakaat e fri en aferioù Spagn. War zigarez kas un arme da skoazellañ Junot, e kasas da Spagn un arme renet gant Murat, hervez ma oa aotreet gant feur-emglev Fontainebleau.

 
An Tres de Mayo, gant Francisco Goya

Un taol-stad a voe aozet gant an infant Fernando, a ziskaras e dad roue, Carlos IV. Hag ar roue kozh da c'hervel Napoleon d'e sikour. Hag an impalaer gall da gouviañ an tad hag ar mab da Vaiona (Ebrel-Mae 1808). Met pa welas pegen toc'hor e oa erru an tiegezh roueel spagnol e klaskas teurel e graban war Spagn.

Kregiñ a reas ar brezel e 1808 pa en em savas kêr Madrid a-enep an arme c'hall a oa erruet e kêr-benn Spagn. Da-heul e voe tro ar proviñsoù goude deuet Napoleon a-benn da lakaat ar roue kozh Carlos IV da reiñ e zilez ha da leuskel ar gurunenn gant e vreur Giuseppe Buonaparte.

Bec'h he doe an arme c'hall gant ar brezel bihan aozet a-enep dezhi, ha gant an arme saoz deuet da sikour Portugal. E 1813 e rankas an arme c'hall tremen en hanternoz d'ar Pireneoù. War-nes aloubiñ kreisteiz Bro-C'hall edo ar Spagnoled, Saozon, Portugaliz, dindan Arthur Wellesley, dug Wellington.

Roll an emgannoù

kemmañ
 
Emgann Tudela gant January Suchodolski.
 
Argadeg ar Boloniz en emgann Somosierra, gant January Suchodolski.
 
Wellington , gant Francisco de Goya.
 
Ar marichal Jean-de-Dieu Soult.

Portugaliz;

Liammoù diavaez

kemmañ
  • Diwar-benn torfedoù an arme c'hall :[1]