[go: up one dir, main page]

An Ele zo ur stêr eus Breizh, e Kerne. Eieniñ a ra e Groñvel. Mont a ra alese war-zu ar c'hreisteiz betek Kemperle, ma'z eo savet anv kêr diwar anv ar stêr (kemper+ Ele). E Kemperle e kej gant an Izol d'ober "Stêr Gemperle" pe Laeta. A-hed e red e ra an Ele an harz etre Bro-Gernev ha Bro-Wened.

Ele

An Ele e Roc'hell an Diaoul
Statud stêr
Hirder 60 km
Uhelder an eienenn 225 m
Kas keitat 9,28 m³/s
Gorread an diazad 608 km²
Bro(ioù) douret Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan
ha Penn-ar-Bed
Diazad stêrioù
?
En em daol e Laeta e Kemperle
Ledander er genoù
Andon Kenkiz-en-Lez e Groñvel
Adstêrioù ?

Anv ar stêr

kemmañ

Tennañ a ra anv ar stêr Ele da hini ar stêr Elai e Kembre(Daveoù a vank). E latin e oa Elegium, anv merket e karta abati Kemperle.

A-raok an Dispac'h gall e oa Ele anv ar stêr betek ar mor(Daveoù a vank). Abaoe deroù an XIXvet kantved e vez laret Laita adalek ar c'hember gant an Izol, met n'ouzer ket a belec'h e teu an anv(Daveoù a vank).

Kumunioù douret

kemmañ

Red-dour

kemmañ
Fonnder krenn miziek (m3/eilenn)
Savlec'h hidrologel : Pont Ti-Nadan en Arzhanaou
(Roadennoù dastumet diwar 40 bloaziad [1])
 
Ar stêr Ele a rae an disparti etre an Osismied (gwer teñval) hag ar Veneted (gwer sklaer)
  1. Banque Hydro - Station J4742010 - L'Ellé à Arzano (Synthèse)