[go: up one dir, main page]

Un diazad doureier a zo ur gorread douar a vez dastumet an dourioù kouezhet ennañ (glav, erc'h, kazarc'h, ha kement zo) gant un dourredenn hag e adstêrioù, pe gant ur gorread dour all.

diazad doureier
meizad
Iskevrennad eusranndir, basin Kemmañ
Studiet gantwatershed science Kemmañ
Diazad doureier ar stêr Latorița, Râul Latoriţa, e Roumania.

Bevennet e vez en diamont gant ul linenn disparti eus an doureier a glot alies, met pas dalc'hmat, gant ul linenn uhelennoù. Diverañ a ra an dourioù glav a bep tu d'al linenn-se etrezek lec'hioù disheñvel en ur gas gante an elfennoù dileizhet pe en arlug evel ar gouelezennoù hag ar saotradur.

Bevennet e vez an diazad doureier en ardraoñ ivez gant lec'h kemberañ an dourredennoù anvet lec'h diskargañ : ur c'hemberadur gant un dourredenn all, ur genoù a sko war ul lenn, ur mor pe ur meurvor.

Pep diazad doureeier a c'haller rannañ en un serten niver a ziazadoù bihanoc'h (anvet a-wezhioù « isdiazadoù doureier ») a glot gant ar gorread a zegas dourioù da bep hini eus an adstêrioù en em daol en dourredenn bennañ.

Un diazad doureier a vent vras a sko e-barzh ar mor dre ur genoù nemetken zo un diazad hidrografek