[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek eo an dubniom ; Db eo e arouez kimiek, 105 e niver atomek ha 268 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Dubniom
RutherfordiomDubniomSeaborgiom

Ta
Db
Taolenn beriodek, Dubniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 105
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 5
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [270]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d3 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 11, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +5
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 656 kJ/mol
2 : 1 350 kJ/mol
3 : 2 230 kJ/mol
Skin atomek 139 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 149 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20°C) 29 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20°C)

Kevanaozet eo bet an dubniom, n'er c'haver ket en natur betek-gouzout. Un elfenn skinoberiek eo.

Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[1] a embannas e 1968 en doa dizoloet an elfenn 105. E 1970 e voe kenaozet an elfenn-se gant Skol-veur Kalifornia e Berkeley, Stadoù-Unanet Amerika.

A-c'houde e gavadenn e kinnigas ar skipailh soviedel an anv nilsbohrium (Ns) evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikour danat Nils Bohr ; diouzh o zu e kinnigas an Amerikaned an anv hahnium en enor d'ar c'himiour alaman Otto Hahn. An anv diwezhañ-se a voe implijet en SUA hag en Europa ar C'hornôg, tra ma reas URSS hag Europa ar Reter gant nilsbohrium.
Pa ne c'halle ket an traoù padout evel-se e tivizas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) reiñ an anv unnilpentium (Unp) d'an elfenn nevez, da c'hortoz. E 1994 e kinnigas joliotium (Jl) en enor d'ar fizikour gall Frédéric Joliot-Curie (Priz Nobel 1935) ; siwazh, kinniget e oa bet an anv-se c'hoazh gant Soviediz evit an elfenn 102, a zo un aktinid anvet nobeliom 102Nb bremañ. Dre ma oa bet asantet meur a wezh da ginnigoù Berkeley (Amerikiom 95Am, Berkeliom 97Bk ha Kaliforniom 98Cf) e tivizas an IUPAC enoriñ Soviediz ha labourva Dubna gant an anv dubniom evit an elfenn : 105Db.

Perzhioù

kemmañ

Dre arnodadennoù ez eo bet prouet ez eo an dubniom kar pounneroc'h tostañ an tantalom ; n'eus ket bet tro da dermeniñ holl berzhioù 105Db, ker berr eo e vuhez, hogen betek-gouzout ez int damheñvel ouzh re strollad 5 an daolenn drovezhiek.

Kimiek

kemmañ

Den ne oar evit ar mare.

Izotopoù

kemmañ

Dubniom-260 eo an izotop a voe dizoloet e Dubna e 1970. Pemzek izotop zo bet kavet en holl, eus 256Db betek 270Db.
Dubniom-268 (268Db) eo an izotop stabilañ a anavezer ; war-dro 28 eurvezh eo e hanter-vuhez.

Hini ebet.

Notennoù

kemmañ
  1. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok