[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Yves Rocher

Eus Wikipedia

Yves Rocher (7 a viz Ebrel 1930 e Gazilieg26 a viz Kerzu 2009 e Pariz) a oa un ijinelour war dachenn ar gwezelad[1].

14 vloaz e oa pa varvas e dad ha d'ar mare-se e tivizas sikour e vamm a rae war-dro un embregerezh gwiaderezh bihan. A-hervez en dije desket digant ur bareerez penaos aozañ un traet diwar louzaouenn an dravoued. Neuze e tivizas Yves Rocher aozañ an traet e solier e di, ha gwerzhañ anezhañ war-eeun d'an dud o doa ezhomm anezhañ.

E embregerezh gwezelad a savas e 1959, ha diazezet e voe war ar gwerzhañ dre lizher ha war implij produioù naturel.

Maer Gazilieg e voe Yves Rocher etre 1962 ha 2008[2]. Dedennet e oa gant buhez politikel hag armerzh Breizh, ha kuzulier-departamant e teuas da vezañ e 1982, ha kuzulier-rannvro e 1992. E 1977 e voe lakaet da Vreton ar bloaz gant skipailh ar gelaouenn viziek Armor Magazine. Urzh an Erminig a voe roet dezhañ e 2002, lakaet e voe da Ofiser al Légion d'honneur e 1992, hag e miz Ebrel 2007 e voe lakaet da Gomandour.

  1. « Décès de l'industriel Yves Rocher », Ouest-France, Sadorn 26 a viz Kerzu 2009
  2. L'industriel Yves Rocher est mort, kemennadenn Reuters 26.12.09 18h10, war www.lemonde.fr, 26 a viz Kerzu 2009

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]