Tlaloc
Tlaloc (e nahouatleg klasel Tlāloc /ˈtɬaːlok/)[1] a oa un doue e Mitologiezh an Azteked. Evel doue ar glav, Tlaloc a oa ivez un doue eus strujusted an douar hag eus an dour[2]. Azeulet e oa gant forzh tud evel pourvezer madoberiant ar vuhez hag ar boued. Kouskoude e oa doujet ivez evit e varregezh da deuler kazarc'h, kurun, ha luc'hed, hag abalamour ma oa aotrou war elfenn c'halloudus an dour. Liammet eo Tlaloc ivez ouzh ar grozhioù, ar stivelloù, hag ar menezioù, ar Menez sakr peurgetket el lec'h ma oa sañset bezañ o chom. Al loened a c'halle kemer o stumm a oa ar c'herc'heized hag al loened dour evel an divelfenneged, ar melc'hwed-krogennek, ha marteze al loened mor, ar c'hregin peurgetket[3]. Un arouez a-bouez eus an doue e oa ar stragon mec'hikan, Tagetes lucida, anvet yauhtli gant an Azteked. Devet e veze evel ezañs lidek el lidoù relijiel.
Unan eus an azeulerezhioù koshañ ha ledetañ e oa azeulerezh Tlaloc. Daoust ma'z eo aztekek anv Tlaloc, azeulerezh un doue eus ar barradoù-amzer evel Tlaloc, liammet ouzh santualioù savet e krec'h ar menezioù ha gant ar glav pourvezer a vuhez, zo ken kozh d'an nebeutañ ha Teotihuacan hag a oa amprestet moarvat digant an doue Maya Chaac, peotramant eo ar c'hontrol, pe marteze e oa savet da-heul un diaraoger olmek. Dizoloet ez eus bet ur santual da Dlaloc dindan an douar e Teotihuacan[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Andrews, J. Richard, Introduction to Classical Nahuatl, University of Oklahoma Press , 2003, ISBN:978-0-8061-3452-9
- ↑ Fray Bernardino de Sahagun, Florentine Codex: General History of the Things of New Spain, 1569, p.2 : "Lakaet e oa war e gont ar glav ; rak fardañ a rae anezhañ, e lakaat a rae da gouezhañ, skignañ a rae ar glav evel had, hag ar c'hazarc'h ivez. Lakaat a rae da ziwan, da greskiñ, da zeliaouiñ, da vleuñviñ, da veürañ, ar gwez, ar plant, hor boued".
- ↑ [url=http://www.mexicolore.co.uk/aztecs/flora-and-fauna/frogs-and-toads "Frogs and toads", mexicolore.co.uk
- ↑ Townsend, Richard F. (1992). The Aztecs Thames & Hudson: London. p. 122.