Republik Sina (1912-1949)
Rann eus | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Kevredidi an Eil Brezel-bed |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1 Gen 1912 |
Anv er yezh a orin | 中華民國, Tiong-hoâ Bîn-kok, Chûng-fà Mìn-koet |
Perzhiad e | Brezel ar Meurvor Habask, Brezel Sina ha Japan, Sino-Soviet conflict, Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Yezh ofisiel | Standard Taiwanese Mandarin, Old National Pronunciation |
Kevandir | Azia |
Located in the present-day administrative territorial entity | Republik Pobl Sina, Taiwan, Mongolia |
Lec'hiadur | Sina |
Daveennoù douaroniel | 40°0′0″N 110°0′0″E |
Renad politikel | Republik |
Ezel eus | Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet, Aozadur ar Broadoù Unanet |
Moneiz | yuan |
A zo stok ouzh | Impalaeriezh Japan |
Heuliet gant | Republik Pobl Sina |
Erlec'hiañ a ra | Tierniezh Qing, Mandchoukouo, Chinese Empire |
Yezh implijet | mandarineg |
Darvoud-alc'hwez | Xinhai Revolution |
Deiziad divodañ | 7 Kzu 1949, 1971 |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Republic of China |
Istor | history of the Republic of China |
Republik Sina (sinaeg : 中華民國, pinyin : Zhōnghuá Mínguó) a oa ur stad e reter Azia war douaroù kevandirel Sina etre 1912 ha 1949. Savet e oa bet ar Stad-se e miz Genver 1912 goude Reveulzi Xinhai, en devoa roet lamm d'an dierniezh Qing, tiegezh impalaeriel ziwezhañ Sina. Ar gouarnamant a oa skampet kuit da d-Taipei e 1949, ur wech trec'het garv ar C'huomintang e fin Brezel diabarzh Sina. Kentañ prezidant Republik Sina, Sun Yat-sen, a oa chomet un tammig amzer e penn ar vro a-raok lezel ar galloud gant Yuan Shikai, penn bras Lu Beiyang. E strollad, renet gant Song Jiaoren a oa bet trec'h e-pad dilennadegoù parlamantel Kerzu 1912. Song Jiaoren a oa bet lazhet nebeut amzer war-lerc'h hag ar gouarnamant a oa bet e dalc'h Lu Beiyang gant Yuan Shikai e penn an traoù. Etre fin 1915 ha penn-kentañ 1916, Yuan Shikai en doa klasket adsevel ar vonarkiezh met rediet e voe da reiñ e zilez abalamour da enebiezh kreñv ar bobl. Ur wech marvet Yuan Shikai e 1916, izili luskadoù el Lu Beiyang a grogas da vezañ dieupoc'h-dieupañ diouzh ofiserien al lu. Ouhzpenn klask dont da vezañ dieub e enebjont etreze dre emgannoù. El lajad amzer-se e oa aet gouarnamant Beiyang war wanaat dre un adsavidigezh eus an Dierniezh Qing.
E 1921, ar C'huomintang (KMT), gant Sun Yat-sen e penn ar strollad, a save ur gouarnamant enebet e kêr Canton, e Proviñs Canton, asambles gant ur strollad nevez o tiwanañ, Strollad Komunour Sina. Ekonomiezh Norzh Sina, gant tailhoù uhel spontus evit reiñ harp d'ar vistri brezel, a gouezhe en he foull etre 1927 ha 1928. Ar Jeneral Tchang Kai-chek, deuet da vezañ penn ar KMT goude marv Sun Yat-sen, en devoa roet lañs da Aloubadeg an Norzh e 1926 evit flastrañ gouarnamant Beiyang, ar pezh a voe echuet e 1928. E miz Ebrel 1927, Tchang a save ur gouarnamant broadelour e Nanjing, hag a lazhadege komunourien Shanghai. Ar strollad komunour sinaat a voe rediet neuze da vont gant hent ur guerrilla, kroget e oa Brezel diabarzh Sina.
|