[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Renée de Rieux de Châteauneuf

Eus Wikipedia
Poltred Renée de Rieux de Châteauneuf, gant ul livour dianav, XVIvet kantved. War ziskouez er mirdi Lazaro Galdiano, e Madrid.
Renée de Rieux de Châteauneuf, gant Louis Marie Lanté (arzour), Georges Jacques Gatine (engravour), XIXvet kantved
Henri, dug Anjev, a deuio da vezañ Herri III
Louise de Lorraine Vaudémont, Rouanez Bro-C'hall

Renée de Rieux (pe "des Rieux"), lesanvet la Belle de Châteauneuf, ganet war-dro 1541 ha marvet e 1582, a oa merc'h-vihan d'ar marechal des Rieux, ur brezelour breizhat a vrezelas en amzer Anna Vreizh. Mestrez e oa bet d'ar roue gall Herri III.

Merc'h e oa da Jean de Rieux (1508 † 1563), aotrou Châteauneuf ha Sourdéac, ha d'e bried, dimezet en 1548, Béatrice itron La Perrière, merc'h da Claude de Jonchères, aotrou La Perrière, en Anjev.

Plac'h a enor e oa gant ar rouanez c'hall, an italianez Caterina de' Medici. Sot ganti e oa mab ar rouanez, dug Anjev, a zeuas diwezhatoc'h da vezañ roue e Bro-C'hall dindan an anv Herri III), ha meur a soned a savas an dug en enor dezhi, goude ma oa troet gant ar baotred ivez. Abalamour d'an darempred-se a-hervez, a grogas e 1569, eo ec'h enebas an dug ouzh an dimeziñ a oad oc'h aozañ dezhañ gant Elesbed Bro-Saoz. Met goude ur pennad e troas e selloù war-du Marie de Cleves (1571).
El lez e voe klasket ur pried dezhi, rak disfiz he devoa ar rouanez kozh Catarina ouzh kened an dimezell hag a c'halle reiñ re a levezon dezhi, ha kaoz a voe eus Voivod Transilvania, eus kont Leicester; eus Antoine Duprat, provost Pariz; hag eus kont Brienne, met hini ebet n'eas betek penn.

Pa voe deuet Herri da vout roue ha pa zimezas gant Louise de Vaudemont, ez eas Renée a-benn d'ar rouanez, ken e voe harluet.

E 1575 e timezas d'un den eus Firenze, anvet Antinotti, sot ma oa -hi gantañ. E gontellata a reas-hi dre warizi e 1577. Kontet eo an darvoud e deizlevr l'Estoile evel-hen : « l'ayant trouvé paillardant, la belle Chateauneuf tua son mari, virilement, de sa propre main. »

Gwarezet e oa gant ar roue, setu ne voe ket kastizet abalamour da se.

Goude ec'h addimezas d'ur c'habiten galeoù, Philip Altoviti, a voe anvet da gont Castellane gant ar roue. Hennezh a voe lazhet e 1586 en un duvell gant Henri d'Angoulême, a varvas ivez eus e c'hloazoù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean François Dreux du Radier: Mémoires historiques, critiques, et anecdotes sur les reines et régentes de France. Band 5. P. Renouard, Pariz 1827, S. 96–190 (online).
  • Jules Dubern: Histoire des reines et régentes de France et des favorites des rois. A. Pougin, Pariz 1837, S. 365–369 (online).
  • Jean Chrétien Ferdinand Hoefer: Nouvelle biographie générale depuis les temps les plus reculés jusqu'à nos jours. Band 10. Firmin Didot, Pariz 1854, Sp. 105.
  • Jean François de La Croix: Dictionnaire historique portatif des femmes célèbres. Band 3. L. Cellot, Pariz 1769, S. 330–331 (online).
  • Agricol Hippolyte de Lapierre de Châteauneuf: Les favorites des rois de France: depuis Agnès Sorel, d’après les sources les plus authentiques. Band 1. Jehenne, Pariz 1826, S. 66–74 (online).