[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Priñs Kembre

Eus Wikipedia
Priñs Kembre
titl noblañs, titl tiegezh, karg, titl tiegezh
Iskevrennad euspennhêr Kemmañ
Deiziad krouiñ1301 Kemmañ
Anv er yezh a orinPrince of Wales Kemmañ
Annez ofisielKensington Palace Kemmañ
Appointed bymonark ar Rouantelezh-Unanet Kemmañ
OfficeholderWilliam Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.princeofwales.gov.uk Kemmañ
Stumm benel an dikedennprincesse de Galles, прынцэса Ўэйлзкая, princesa de Gal·les, priñsez Kembre, princesa Walesa Kemmañ

Priñs Kembre (kembraeg Tywysog Cymru, distaget [təu̯ˈəsoɡ ˈkəmrɨ] ; saozneg Prince of Wales ; latin Princeps Cambriae/Walliae) zo un titl a vez roet da gustum da bennhêr rouantelezh Bro-Saoz ha da c'houde ar Rouantelezh-Unanet. Implijet e voe goude peur-aloubadeg Kembre gant Edouarzh I pa veze implijet gant tierned ar vro da gentañ.

An tiern kembreat kentañ o tougen an titl-se e vije bet Gruffudd ap Cynan eus Gwynedd, e 1137, goude ma vez meneget alies e vab Owain Gwynedd evel an hini en doa krouet an titl evit embann e oa e c'halloud war Kembre a-bezh. Llywelyn Veur a vez gwelet evel an tiern galloudusañ en doa bet an titl en e ster kozh dre m'en doa dalc'het e c'halloud war ar braz eus Kembre e-pad 45 bloaz. Unan eus ar briñsed zizalc'h diwezhañ e voe Llywelyn an Diwezhañ a voe lazhet e-pad emgann pont Orewin e 1282. E vreur, Dafydd ap Gruffudd, a voe jahinet ha dibennet er bloaz war-lerc'h.

Goude marv an daou briñs dizalc'h diwezhañ e kemeras ar roue saoz Edouarzh kontrol Kembre ha kadoriañ a reas e vab Edouarzh a Gaernafon evel Priñs Kembre saoz kentañ e 1301. Klemm a voe war an titl-se gant Kembreiz adarre gant hêr rouaned Gwynedd Owain Glyndŵr (pe Owain ap Gruffydd) etre 1400 ha 1415 (pa greder e oa marvet) pa gasas nerzhioù Kembre a-enep an alouberien saoz. Abaoe n'eo bet dalc'het an titl nemet gant hêred kurunenn Bro-Saoz ha da c'houde Breizh-Veur.

D'an 8 a viz Gwengolo 2022, pa oa marvet ar rouanez Elesbed II, ez eas an hini a zalc'he an titl Priñs Charles da roue.[1] An deiz war-lerc'h e teroas ar roue an titl d'e vab henañ William.[2][3]

Priñsed eus ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ma voe krouet an titl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Llywelyn Veur war e dalaroù, gant e zaou vab Gruffudd ha Dafydd.

Leun a dierned e Kembre o doa embannet e oant "roue Kembre" ha lod eus outo o doa renet war ar brasañ eus ar vro. Etre 1055 ha 1063 e voe unanet tiriad Kembre a-vremañ dindan ren Gruffudd ap Llywelyn[4][5] a voe anvet roue Kembre (Rex Walensium) gant John of Worcester.[4]

Implij an titl a Briñs Kembre gant tud eus ar vro a zeuas war-wel muioc'h-muiañ adalek an XIvet kantved evel ur stumm modernaet eus Roue ar Vrezhoned, un titl a veze implijet diwar-benn penn ar Vrezhoned, hendadoù ar Gembreiz.[6] Priñsed kreiz ar Grennamzer a veze a-orin eus kornôg ar vro, Gwynedd dreist-holl. Kement a c'halloud o doa e c'hellent diskouez aotrouniezh en tu all da harzoù o rouantelezh.[7]

Dibenn amzer ar briñsed eus ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Llywelyn ap Gruffudd, Priñs Kembre ha roue Gwynedd, o rentañ enor da Herri III

Evit respont da unaniezh Kembre dindan ren ar briñsed Llywelyn e kasas Edouarzh I, roue Bro-Saoz, 15 000 soudard da Gembre d'hec'h aloubiñ. Stourm a reas Llywelyn ap Gruffudd en e enep met trapet e voe en emgann pont Orewin e-lec'h ma voe lazhet gant soudarded saoz e 1282.[8][9] E benn a voe diskouezet e Londrez en un dibunadeg a-raok bezañ lakaet war ur peul e Tour Londrez, warnañ ur gurunenn lore da c'hoapaat.[10]

Breur Llywelyn, Dafydd ap Gruffudd, a gemeras penn stourmerien Kembre met tapet e voe e 1283 a-raok bezañ krouget, adlakaet da vevañ evit troc'hañ e izili gant ofisourien saoz ha lakaet e vouzelloù an tan dirazañ. Dibennet e voe eñ ivez ha plantet e benn war ur peul e Tour Londrez, e-kichen hini e vreur.[11]

Da heul marv an daou vreur e sinas Edouarzh ordrenañs Statud Rhuddlan e 1284. Gant an destenn-se e kollas Kembre he dizalc'hidigezh evit stummañ Priñselezh Kembre e-barzh Rouantelezh Bro-Saoz.[12][13][14] Degaset e voe al Lezenn boutin saoz e Kembre evit an torfedoù tra ma chome an aferioù prevez da vezañ barnet gant lezennoù Hywel Dda.[15][13]

Owain Glyndŵr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe drouklazhet Owain Lawgoch e 1378 ez eas linenn-henañ tiegezh Aberffraw da get.[16] Klemmet e voe an titl a "Briñs Kembre" gant linennoù all, reoù Deheubarth ha Powys. Ezel brudetañ al linennoù-se a voe Owain Glyndŵr a oa pennhêr an daou diegezh.[15][17]

Glyndŵr, emsavet a-enep roue Bro-Saoz Herri IV, a gemeras an titl a "Briñs Kembre" e Glyndyfrdwy d'ar 16 a viz Gwengolo 1400 ha tagañ a reas gant e armoù kêrioù saoznek e biz Kembre. Meur a aloubadeg a voe kaset gant roue Bro-Saoz da vougañ an emsavadeg, hep kaout bec'h avat. Pevar arme a voe skarzhet kuit gant ar Gembreiz e 1404 hepken tra ma kreñvae Glyndŵr e c'halloud war Kembre. Adalek 1407 avat e cheñchas al lanv dre ma oa brasoc'h ha gwelloc'h ekipet arme Bro-Saoz ha divoget e komañsas armeoù Kembre da vezañ. E 1409 e oa distroet ar brasañ eus ar vro dindan dalc'h Bro-Saoz. Stourm a gendalc'has Glyndŵr d'ober betek ma voe stanket e kastell Harlech. Tec'hiñ a reas e douaroù didu Kembre gant ur vandennad harperien feal ha nac'hañ a reas en em rentañ, o kendelc'her ar brezel en ur mod guerilla. Gwelet e voe evit ar wezh diwezhañ e 1412 pa vac'has unan eus harperien ar roue en ur stign e Brecon. E 1415 e voe kontet gant unan eus e harperien bet e oa marv.[18]

Skoed Priñsed Kembre a-orin eus Gwynedd
Skoed Owain Lawgoch hag Owain Glyndŵr.

Llywelyn an Diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Briñsed Kembre a oa eus ar vro a implije armoù tiegezh Gwynedd. Rannet eo tiegezh Gwynedd etre tiegezh Cunedda, koshoc'h, etre 420 ha 825 ha tiegezh Aberffraw, nevesoc'h, a zeuas war-wel adalek 844. Linenn-henañ tiegezh Aberffraw, a ziskenne eus Llywelyn Veur dre an tadoù az eas da get pa varvas Owain Lawgoch e 1378.[19]

Owain Glyndŵr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmañ a reas Glyndŵr armoù Gwynedd en ur cheñch al leoned da lakaat anezho a-skramp, o tiskouez splann neuze e tiskenne eus rouaned Gwynedd ha eus Llywelyn an Diwezhañ da zelc'her soñj eus penaos en doa difennet Kembre. Gallout a reer krediñ e oa bet levezonet ar c'hemm-se gant armoù Powys Fadog ha re Deheubarth. Tad Glyndŵr a oa priñs hêrek Powys Fadog tra ma oa e vamm brientez eus Deheubarth.[20]

Implijet e voe armoù Glyndŵr evel ur banniel en emgannoù a-enep ar Saozon. Un arouez a zisfiziañs, a zalc'husted hag a glemm eo e Kembre,[20] liammet kreñv ouzh ar vroadelezh.[20][21]

Titl pennhêr kurunenn Bro-Saoz (ha Breizh-Veur da c'houde)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1301 e kustumer da reiñ an titl da vab henañ Roue pe Rouanez Bro-Saoz (da c'houde Breizh-Veur adalek 1707 hag ar Rouantelezh-Unanet abaoe 1801), ma vez pennhêr.

Ne daper ket an titl dre ret avat, ha n'eo ket deroet dre hêrezh : kendeuziñ a ra gant ar Gurunenn pa'z ar Priñs da Roue peotramant pa varv a-raok ar Roue pe ar Rouanez. Dieub eo ar ri neuze da zereiñ an titl d'ar pennhêr nevez (mab pe breur ar Priñs marvet).[22]

E 2011, asambles gant rouantelezhioù all ar C'hommonwealth, e sinas ar Rouantelezh-Unanet Emglev Perth a cheñchas al lezennoù-hêrezh, evel pellaat diouzh ar reolenn a embanne e vije ar pennhêr bugel henañ ar Roue pe ar Rouanez, nemet ma vije ganet ur mab a vezo pennhêr neuze, d'ur reolenn a embann e vije bugel henañ ar Roue pe ar Rouanez ar pennhêr pe ar bennhêrez, ne vern pe reizh e vije.[23] Votet e voe Akt 2013 hêrezh ar Gurunenn gant ar Parlamant d'an 12 a viz Kerzu 2012, embannet en deiz war-lerc'h ha degemeret asant ar Rouanez d'ar 25 a viz Ebrel 2013.[24] Lakaet e voe da dalvezout d'ar 26 a viz Meurzh 2015[25] d'ar memes koulz ma voe lakaet Emglev Perth da dalvezout er rouantelezhioù all.[26]

Titloù ha perzhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe an aloubadeg e oa bet an titl a "Briñs Kembre" un titl deroet gant ri Bro-Saoz pe ar Rouantelezh-Unanet d'ar mab pe ar mab-bihan a zo pennhêr ar gurunenn.

Abaoe 1301 e oa bet deroet an titl a "Earl Chester" da holl bennhêred ar gurunenn saoz, pe dost, hag abaoe ar XIVvet kantved e oa bet deroet asambles gant an titl a "Briñs Kembre". An daou ditl a vez roet gant ar roue pe rouanez ha ne vezont ket hêret.[27]

Da gustum e vez titloù pe enorioù all da Briñsed Kembre, ma vez mab henañ ar ri. An hini pouezusañ eo an titl a "zDug Kernev-Veur, a vez tapet dre hêrezh ha, kontrol da ditl a Briñs Kembre, a zeu gant douaroù hag atebegezhioù bonreizh. Krouet e voe dugelezh Kernev-Veur gant Edouarzh III e 1337 evit e vab hag hêr Edward of Woodstock (lesanvet ar Priñs Du). Ur garta a voe sinet a embanne e vije mab henañ ar roue duk Kernev-Veur.[28]

Ne'z eus perzh ofisiel ebet az a gant an titl a "Briñs Kembre", na diwar lezenn na diwar kustum. Er c'halite-se avat en doa harpet Charles ar rouanez Elesbed II meur a wezh evit seveniñ he dever. Mont a reas en he flas da zegemer kannaded e Londrez e-pad gweladennoù-Stad. Beajiñ a reas en anv ar Rouanez er Rouantelezh-Unanet ha tramor evit degouezhioù ofisiel ha lidoù evel obidoù.[29] Roet e voe da Briñs Kembre ar gwir da embann Royal Warrants (evit trugarekaat embregerezhioù o doa pourvezet dezhañ).[30]

Evel pennhêr ar ri e toug Priñs Kembre an armoù real gant ul liketenn a dri fik. Evit reprezañtiñ Kembre e toug skoed-armoù Priñselezh Kembre, kurunennet gant kurunenn ar pennhêr. Implijet e voe da gentañ gant ar Priñs Edouarzh adalek 1910 ha kendalc'het da c'houde gant an eil Priñs diwezhañ Charles.

Ar badj-armoù gant an teir fluenn eo hini dug Kernev-Veur, da lavaret eo hini pennhêr ar Gurunenn.[31] An tres teir fluenn struskañval a vez liammet ouzh ar Priñs Du. Dougen a rae – evel eilstumm e armoù real – ur skoed traezh, teir fluenn struskañval arc'hant taolennet evel e "skoed peoc'h", moarvat ar skoed a implije evit ar joutoù. Kavet a reer an armoù-se meur a wezh war e vez en Iliz-Veur Canterbury, a bep eil gant an armoù en doa bet digant e dad (da lavaret eo armoù Edouarzh III gant tri fik arc'hant). Badjoù gant unan pe vuioc'h a bluennoù struskañval a veze implijet gant ar Priñs Du en degouezhioù all.

Enebouriezh d'an titl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur vanifestadeg a-enep kadoriadur Charles e 1969

Goude ma oa degemeret mat kadoriadur Charles e 1969 e Kembre[32] ha ma voe sellet al lid gant 19 milion a dud en Rouantelezh-Unanet hag ouzhpenn 500 milion a dud er bed a-bezh en tele, e voe dalc'het manifestadegoù a-enep ar gadoriadur en devezhioù a-raok al lid.[33][34] Kalzig a aozadurioù ha tud eus Kembre a embannas bezañ a-enep al lid, evel Dafydd Iwan[35] (kaner ha politikour), Edward Millward[36] (kelenner kembraeg hag an hini en doa kelennet ar yezh da Briñs Charles), Cofia 1282 ("Dalc'h soñj eus 1282"),[34] peotramant Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar yezh gembraek).[33] Harzet e voe un nebeud manifestourien da zeiz ar gadoriadur.[33]

Abaoe e oa savet muioc'h a dud vrudet hag aozadurioù eus Kembre a-enep an titl a "Briñs Kembre" ha goulenn ma vije skrapet, en o zouez Plaid Cymru (en doa cheñchet e soñj abaoe),[37][38] Republic,[39] Michael Sheen,[40] ha Dafydd Elis-Thomas.[41] Da c'houde ma oa aet Charlez III da roue e miz Gwengolo 2022 e voe skignet ur sinadeg o c'houlenn ma vije skrapet an titl a "Briñs Kembre", o reseviñ 35 000 sinadur.[42] Mark Drakeford[43] (kentañ ministr Kembre), Adam Price[44] (e penn ar strollad Plaid Cymru), Jane Dodds[45] (e penn al Lib-Dem kembreat) ha YesCymru[46] o doa holl anavezet e oa danvez un tabut peotramant o doa goulennet ma vije goulennet o ali gant ar Gembreiz. D'ar 6 a viz Here e voe votet gant Kuzul Gwynedd, ar strollegezh lec'hel e-lec'h ma voe kurunennet Charlez, e save a-enep an titl "Briñs Kembre" hag a-enep delc'her ur gadoriadur all e Kembre.[47]

Ur sontadeg kaset gant BBC Wales e 1999 a gavas e oa 73% eus ar gembraegerien a-du evit ma vije kendalc'het gant titl a "Briñs Kembre".[48] Ur sontadeg all kaset gant ar BBC e 2009, da verkañ ar 40vet kadoriadur Charlez, a ziskoueze e save 38% eus ar Gembreiz a-du ma vije dalc'het ul lid heñvel evit William ur wezh aet Charlez da roue.[49] E 2018 e kavas ur sontadeg kaset gant ITV e oa 57% eus ar Gembreiz akord ma vije kaset an titl ur wezh aet ar Priñs da Roue, gant 27% a-enep. Izeloc'h e oa ar souten evit ul lid-kadoriañ gant 31% a-du, 27% a-enep ha 18% o c'houlenn ul lid disheñvel.[50]

Listenn priñsed Kembre (pennhêred Bro-Saoz pe Breizh-Veur)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Den Anv Pennhêr Ganedigezh Aet da bennhêr Krouet Priñs Kembre Diskroget bezañ Priñs Kembre Marv
Edward eus Caernarfon Edouarzh I 25 a viz Ebrel 1284 19 a viz Eost 1284 7 a viz C'hwevrer 1301[51] 7 a viz Gouere 1307
aet da roue evel Edouarzh II
21 a viz Gwengolo 1327
Edward of Woodstock Edouarzh III 15 a viz Even 1330 12 a viz Mae 1343[51] 8 a viz Even 1376
marvet
Richard of Bordeaux 6 a viz Genver 1367 8 a viz Even 1376 20 a viz Du 1376[51] 22 a viz Even 1377
aet da roue evel Richarzh II
14 a viz C'hwevrer 1400
Henry of Monmouth Herri IV 16 a viz Gwengolo 1386 30 a viz Gwengolo 1399 15 a viz Here 1399[51] 21 a viz Meurzh 1413
aet da roue evel Herri V
31 a viz Gouere 1422
Edward of Westminster Herri VI 13 a viz Here 1453 15 a viz Meurzh 1454[51] 11 a viz Ebrel 1471
diskaret e dad
4 a viz Mae 1471
marvet
Edward of York Edouarzh IV 4 a viz Du 1470 11 a viz Ebrel 1471 26 a viz Even 1471[51] 9 a viz Ebrel 1483
aet da roue evel Edouarzh V
1483
Edward of Middleham Richarzh III 1473 26 a viz Even 1483 24 a viz Eost 1483[51] 31 a viz Meurzh pe
9 a viz Ebrel 1484
marvet
Arthur Tudor Herri VII 20 a viz Gwengolo 1486 29 a viz Du 1489[51] 2 a viz Ebrel 1502
marvet
Henry Tudor 28 a viz Even 1491 2 a viz Ebrel 1502 18 a viz C'hwevrer 1504[51] 21 a viz Ebrel 1509
aet da roue evel Herri VIII
28 a viz Ge,ver 1547
Edward Tudor Herri VIII 12 a viz Here 1537 c. 18 a viz Here 1537[52][53] 28 a viz Ge,ver 1547
aet da roue evel Edouarzh VI
6 a viz Gouere 1553
Henry Frederick Stuart Jakez I 19 a viz C'hwevrer 1594 24 a viz Meurzh 1603 4 a viz Even 1610[51] 6 a viz Du 1612
marvet
Charles Stuart 19 a viz Du 1600 6 a viz Du 1612 4 a viz Du 1616[51] 27 March 1625
aet da roue evel Charlez I
30 a viz Genver 1649
Charles Stuart Charlez I 29 a viz Mae 1630 c. 1638–1641[51] 30 a viz Genver 1649
titl skrapet;
aet da roue diwezhatoc'h (1660) evel Charlez II
6 a viz C'hwevrer 1685
James Francis Edward Stuart Jakez II 10 a viz Even 1688 c. 4 a viz Gouere 1688[51] 11 a viz Kerzu 1688[54]
diskaret e dad
1 a viz Genver 1766
George Augustus Jorj I 10 a viz Du 1683 1 a viz Eost 1714 27 a viz Gwengolo 1714[51] 11 a viz Even 1727
aet da roue evel Jorj II
25 a viz Here 1760
Frederick Louis Jorj II 1 a viz C'hwevrer 1707 11 a viz Even 1727 8 a viz Genver 1729[51] 31 a viz Meurzh 1751
marvet
George William Frederick 4 a viz Even 1738 31 a viz Meurzh 1751 20 a viz Ebrel 1751[51][55] 25 a viz Here 1760
aet da roue evel Jorj III
29 a viz Genver 1820
George Augustus Frederick Jorj III 12 a viz Eost 1762 19 a viz Eost 1762[51][56] 29 a viz Genver 1820
aet da roue evel Jorj IV
26 a viz Even 1830
Albert Edward Victoria 9 a viz Du 1841 8 a viz Kerzu 1841[51] 22 a viz Genver 1901
aet da roue evel Edouarzh VII
6 a viz Mae 1910
George Frederick Ernest Albert Edouarzh VII 3 a viz Even 1865 22 a viz Genver 1901 9 a viz Du 1901[57] 6 a viz Mae 1910
aet da roue evel Jorj V
20 January 1936
Edward Albert Christian George Andrew Patrick David Jorj V 23 a viz Even 1894 6 a viz Mae 1910 23 a viz Even 1910[51][58] 20 a viz Genver 1936
aet da roue evel Edouarzh VIII;
diwezhatoc'h (1937) Dug Windsor
28 a viz Mae 1972
Charles Philip Arthur George Elesbed II 14 a viz Du 1948 6 a viz C'hwevrer 1952 26 a viz Gouere 1958[59] 8 a viz Gwengolo 2022
aet da roue evel Charlez III
bev
William Arthur Philip Louis Charlez III 21 a viz Even 1982 8 a viz Gwengolo 2022 9 a viz Gwengolo 2022 en titl bev

Mab ar Rouanez Elesbed a voe Priñs Kembre e-pad 64 vloaz ha 44 deiz etre 1958 ha 2022, pelloc'h eget an holl briñsed bet en e raok. Pennhêr e voe pelloc'h eget an holl re all en istor Breizh-Veur ivez.[60]

  1. (en) BBC News, « Royal Family tree: Queen's closest family and order of succession », 17.09.2022. Lennet d'ar 17 a viz Kerzu 2022
  2. (en) BBC News, « William and Kate named Prince and Princess of Wales by the King », 9.09.2022. Lennet d'ar 17 a viz Here 2022
  3. (en) Hannah Furness, « Royal family title changes in full: William and Kate become Prince and Princess of Wales », The Telegraph, 18.09.2022. Lennet d'ar 17 a viz Here 2022
  4. 4,0 ha4,1 (en) K. L. Maund (1991). Ireland, Wales, and England in the Eleventh Century. Boydell & Brewer Ltd. ISBN 978-0-85115-533-3.
  5. (en) Turvey, Roger (6 June 2014), "The Governance of Native Wales: The Princes as Rulers", The Welsh Princes, Routledge, pp. 101–124, doi:10.4324/9781315840802-5, ISBN 978-1-315-84080-2
  6. (en) Kari Maund (2000). The Welsh Kings: The Medieval Rulers of Wales. Tempus. ISBN 0-7524-2321-5.
  7. (en) Ben Johnson, « Kings and Princes of Wales », Historic UK. Lennet d'ar 17 a viz Here 2022
  8. (en) Ian Bremner, « Wales: English Conquest of Wales c.1200 - 1415 », BBC, 17.02.2011. Lennet d'an 18 a viz Here 2022
  9. (en) BBC Wales History, « After the Norman conquest », 2014. Lennet d'an 18 a viz Here 2022
  10. (en) Davies, Dr John (2020). Accident or Assassination?The Death of Llywelyn 11th December 1282 (PDF). Abbey Cwmhir Heritage Trust.
  11. (en) Wired, « Oct. 3, 1283: As Bad Deaths Go, It's Hard to Top This », 3.10.2007. Lennet d'an 18 a viz Here 2022
  12. (en) Francis Jones (1969). The Princes and Principality of Wales. University of Wales Press. ISBN 9780900768200.
  13. 13,0 ha13,1 (en) Pilkington, Colin (2002). Devolution in Britain today. Manchester University Press. pp. 23–24. ISBN 978-0-7190-6075-5.
  14. (en) G. W. S. Barrow (1956). Feudal Britain: the completion of the medieval kingdoms, 1066–1314. E. Arnold. ISBN 9787240008980.
  15. 15,0 ha15,1 (en) Walker, David (28 June 1990). Medieval Wales. Cambridge University Press. p. 139. ISBN 978-0-521-31153-3.
  16. (en) Carr, Anthony D. (1995). Medieval Wales. Basingstoke: Macmillan. ISBN 0312125097.
  17. (en) Davies, Rees R. (2000). The Age of Conquest: Wales 1063–1415 (2 ed.). Oxford: Oxford University Press. ISBN 0198208782.
  18. (en) Davies, R. R. (2009). Owain Glyndwr: Prince of Wales. Y Lolfa. ISBN 978-1-84771-127-4.
  19. (en) Davies, John (2007). A History of Wales. Penguin UK. ISBN 978-0-14-192633-9.
  20. 20,0 20,1 ha20,2 (en) BBC, « Banner of Owain Glyndwr ». Lennet d'an 19 a viz Here 2022
  21. (en) Wales Online, « Flying the flag to remember Glyndwr », 16.09.2004, hizivaet e 2013. Lennet d'an 19 a viz Here 2022
  22. (en) Prince of Wales, « Titles and Heraldry ». Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  23. (en) Laura Smith-Spark, « Girls given equal rights to British throne under law changes », CNN, 28.10.2011. Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  24. (en) Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, « Succession to the Crown Act 2013 c.21 », Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, 25.04.2013. Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  25. (en) Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, « The Succession to the Crown Act 2013 (Commencement) Order 2015 », Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, 24.03.2015. Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  26. (en) Nick Clegg, bez-Ministr Pennañ, « Commencement of Succession to the Crown Act 2013 », Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, 26.03.2015. Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  27. (en) Prince of Wales, « Titles and Heraldry ». Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  28. (en) Duchy of Cornwall, « History of the Duchy ». Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  29. (en) Prince of Wales, « Royal Duties ». Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  30. (en) King of the United Kingdom, « Royal warrants ». Lennet d'an 20 a viz Here 2022
  31. (en) Nino Williams, « The uncomfortable truth about the three feathers symbol embraced by Wales », Wales Online, 25.11.2018. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  32. (en) Lisa Berry-Waite, « The Investiture of the Prince of Wales », The National Archives, 24.05.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  33. 33,0 33,1 ha33,2 (en) Ellis, John Stephen (2008). Investiture: Royal Ceremony and National Identity in Wales, 1911-1969. University of Wales Press. p. 207. ISBN 978-0-7083-2000-6.
  34. 34,0 ha34,1 (en) Rob Phillips, « 50 years since the Investiture », Llyrfgell Genedlaethol Cymru, 1.07.2019. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  35. (en) Jones, Craig Owen (Summer 2013). ""Songs of Malice and Spite"?: Wales, Prince Charles, and an Anti-Investiture Ballad of Dafydd Iwan". Music and Politics. 7 (2). doi:10.3998/mp.9460447.0007.203. hdl:2027/spo.9460447.0007.203. ISSN 1938-7687.
  36. (en) Amanda Whiting, « The True Story Behind Prince Charles' Controversial Investiture From 'The Crown' », Bustle, 20.11.2019. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  37. (en) WalesOnline, « Plaid calls for referendum to scrap Prince of Wales », 8.08.2006. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  38. (en) Ifan Morgan Jones, « Declaring a new Prince of Wales with no discussion with the people of Wales wasn’t right », Nation Cymru, 10.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  39. (en) Sky News, « 'Wales doesn't need a prince': Anti-monarchy billboards spark backlash », 16.09.2021. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  40. (en) Kevin Rawlinson, « This article is more than 1 year old Michael Sheen returned OBE to air views on royal family », The Guardian, 29.12.2020. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  41. (en) Nation Cymru, « ‘Devolved, democratic’ Wales doesn’t ‘need’ a Prince of Wales any more says Lord Elis-Thomas », 8.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  42. (en) Alex Whilding ha Conor Gogarty, « Prince and Princess of Wales 'quell concerns' over investiture as they pledge to 'deepen trust' ahead of Anglesey visit », Daily Post, 27.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  43. (en) Will Hayward, « Mark Drakeford says 'We need to have a debate about the Prince of Wales' », Wales Online, 16.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  44. (en) Cathy Owen, « Plaid leader Adam Price says the Senedd should decide if there is an investiture of William as Prince of Wales », Wales Online, 13.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  45. (en) ITV, « Prince William will be the last Prince of Wales, historian predicts », 22.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  46. (en) YesCymru, « YesCymru statement - Prince of Wales », 13.09.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  47. (en) Nation Cymru, « Gwynedd says no to new Prince of Wales – authority votes against another investiture, says title should be abolished », 6.10.2022. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  48. (en) BBC News, « UK Wales backs Charles for king », 25.06.1999. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  49. (en) BBC News, « Poll shows support for monarchy », 30.06.2009. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  50. (en) Rob Osborne, « ITV News Poll: Should Charles be the last Prince of Wales? », ITV, 6.07.2018. Lennet d'ar 21 a viz Here 2022
  51. 51,00 51,01 51,02 51,03 51,04 51,05 51,06 51,07 51,08 51,09 51,10 51,11 51,12 51,13 51,14 51,15 51,16 51,17 ha51,18 (en) Prince of Wales, « Previous Princes of Wales ». Lennet d'an 22 a viz Here 2022
  52. Henry VIII: October 1537, 16-20, in Letters and Papers, Foreign and Domestic, Henry VIII, Volume 12 Part 2, June-December 1537, ed. James Gairdner (London: Her Majesty's Stationery Office, 1891), 324-335
  53. From Heads of Household to Heads of State: APPENDIX C: Creating and Investing a Prince of Wales
  54. Kendalc'het en doa da glemm an titl betek 1701
  55. The London Gazette - From Tuesday April 16, to Saturday April 26, 1751, 16 April 1751
  56. London Gazette, 10235, 14 a viz Eost 1762, p2
  57. London Gazette, n°27375, 9 a viz Du 1901, 7289
  58. London Gazette, 28387, 23 a viz Even 1910, p4473
  59. London Gazette, 41460, 29 a viz Gouere 1958, p4733}}
  60. Bryan Nicola, « Prince Charles is longest-serving Prince of Wales », BBC.com, 9 a viz Gwengolo 2017. Lennet d'an 22 a viz Here 2022

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.