Gruffudd ap Llywelyn Fawr
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Gruffudd |
Deiziad ganedigezh | 1200 |
Lec'h ganedigezh | Kontelezh Gwynedd |
Deiziad ar marv | 1 Meu 1244 |
Lec'h ar marv | Londrez |
Doare mervel | marv dre zegouezh |
Abeg ar marv | falling from height |
Lec'h douaridigezh | Abati Aberconwy |
Tad | Llywelyn ab Iorwerth |
Mamm | Tangwystl Goch |
Breur pe c'hoar | Gwladus Ddu, Dafydd ap Llywelyn, Angharad ferch Llywelyn |
Pried | Senana, Rhanullt ferch Rheinallt |
Place of detention | Tower of London |
Micher | brientin |
Karg | priñs |
Gruffudd ap Llywelyn Fawr pe Gruffudd ap Llywelyn ab Iorwerth, ganet war-dro 1198-1200, ha marvet d'ar 1añ a viz Meurzh 1244) a oa mab henañ bastard da Llywelyn Fawr ha d'e serc'h Tangwystl, marvet er gwentloù, ha tad da Llywelyn Ein Llyw Olaf ha Dafydd ap Gruffudd
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa bugel e voe kaset gant e dad evel gouestl da lez ar roue saoz Yann Dizouar, e testeni a feiz vat. Pa varvas e dad en 1240 e c'hallje bezañ bet ul lodenn eus rouantelezh e dad hervez lezenn Kembre d'ar c'houlz-se, met gant e vab all Dafydd ap Llywelyn, mab ar briñsez Siwan, eo ez eas ar rouantelezh. Klasket en doa Llywelyn aesaat an traoù evit Dafydd dre ma ouie e savje enebiezh ouzh ur mab hanter saoz.
Prizoniet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prizoniet e voe Gruffydd gant Dafydd pa voe anvet da Priñs Gwynedd war-lerc'h marv o zad.
Pa voe aloubet reter ar vro gant ar roue saoz Herri III en 1241 e rankas Dafydd reiñ e vreur Gruffudd d'ar roue, ha bac'het e voe e Tour Londrez. Paeañ a reas Senana, gwreg Gruffudd, 600 mark d'ar roue saoz evit frankiz he fried ha hini Owain, o mab henañ.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1244 e klaskas tec'hel. Evit-doare e stagas liñselioù d'ober ur gordenn da ziskenn eus e brenestr, met re bonner e oa ha kouezhañ a reas. Kavet e voe e gorf en deiz war-lerc'h ouzh troad an Tour Gwenn.
En 1248 e c'houlennas ebed Strata Florida hag Aberconwy degas e gorf da Wynedd, ha beziet e voe gant e dad en Aberconwy.
Prenestr e gell, e tu kreisteiz an tour, hag el lein anezhañ. Stouvet e voe gant brikez met aes eo da welout hiriv c'hoazh.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Senena, merc'h Caradoc ap Thomas eus Enez Môn. Pevar mab o doa bet:
Bec'h ha kann a voe etreze, Llywelyn a voe trec'h war ar re all, hag a voe diwezhañ roue meur Kembre.