[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Plouz

Eus Wikipedia
Plouz e kornôg Polonia
Ti-plouz en Aaby, Denmark.
Ti-plouz e-kichen Svidník, e Slovakia.

Ar plouz eo an anv roet da gorzennoù ar familh plant anvet Poaceae (bet anvet geoteged), e dibenn an hañv pe e penn-kentañ an diskar-amzer, pa grog da sec'hiñ ha da sklaeraat. Peurliesañ ez eo ivez anv ar c'holo pe hini ar c'horzennoù sklaer, goude an eost. Ar plouz a chom en douar goude troc'het an ed a zo anvet soul, pe saouled ivez.

Plouz a vez implijet da c'houzer evit al loened. Betek dibenn ar Grennamzer e veze implijet da deiñ tiez. Hiziv an deiz e vez implijet en-dro abalamour d'e berzhioù mat : danvez a c'haller produiñ en-dro eo, ha danvez-difuiñ (trouz ha tommder). Aesoc'h eo ivez sevel toennoù plouz dre ma'z eo bet nevesaet an ostilhoù implijet d'en ober. Stankoc'h eo ar plouz, neuze ne c'hall ket bezañ distrujet gant an tan pe gant krignerien.

Togoù a vez graet gant plouz ivez. Gwelout tog plouz.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]