Pietro Aretino
Pietro Aretino (20 a viz Ebrel 1492 – 21 a viz Here, 1556) a oa ur barzh italian, skriver pezhioù-c'hoari ha flemmskridoù, hag en doe levezon bras meurbet war an arz hag ar politikerezh hag a ijinas ar bornografiezh lennegel[1].
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet en Arezzo en noz entre an 19 hag an 20 a viz Ebrel 1492, mab e oa d'ur botaouer-lêr anvet Luca (marteze Del Tura e anv-tiegezh) hag ur c'hast prostituta, Margherita dei Bonci, lesanvet Tita, a veze ivez patrom e ti al livourien ha kizellerien. Dont a ra e anv Aretino eus hini e barrez c'henidik (Aretino, "eus Arezzo" en italianeg).
N'eo ket deskadurezh vras en doe en Arezzo, ha harluet e voe. Chom a reas e Perugia e-pad un dek vloaz bennak a-raok mont da Roma. Eno e voe gwarezet gant Agostino Chigi, un arc'hantour bras a oa gwarezour Raffaello. Pa varvas Hannon, un olifant a oa d'ar pab Leon X, e 1514, e skrivas Aretino ur flemmskrid anvet "Youl Diwezhañ ha Testamant an Olifant Hanno." Er skrid-se e rae goap ouzh tud veur kêr Roma, politikerien ha tud a iliz, hag ouzh ar pab zoken. Berzh a reas, ha brudet e voe Aretino evel paotr ar flemmskridoù ha lesanvet e voe ...
La cortigiana zo un drevezaden eus Il Cortegiano, gant Baldassare Castiglione; E-barzh eo kontet troioù un denjentil a Siena a ya da Roma da vout kardinal. Ur serc'h a garfe kaout ivez met sevel a ra karantez ennaén ouzh ur plac'h en he frenestr.
Mignon e oa d'al livour Tizian, a reas tri foltred anezhañ. Mervel a reas, a lavarer, diwar tagañ o c'hoarzhin."[2]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]en italianeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sonetti lussuriosi.
- Dubbi amorosi
- Lettere
- Ragionamenti.
- Orlandino
-evit ar c'hoariva:
- Fraza
- La cortigiana
- Il marescalco
- La talanta
- Lo ipocrito
- Il filosofo
- Orazia (reuzc'hoari)
troet e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lettres, troet gant André Chastel ha Nadine Blamoutier, Scala, 1988
- Ragionamenti, troet gant Giovanni Aquilecchia ha Paul Larivaille, Les Belles Lettres, div levrenn, 1998, (ISBN 2-251-73001-1) (ISBN 2-251-73001-6)
- Sonnets luxurieux, tresadennoù gant Giulio Romano, troet gant Paul Larivaille hag Alcide Bonneau, Payot, 1996
- Div varzhoneg eus Sonetti lussuriosi Aretino lakaet e galleg gant Apollinaire
- (en) Buhez
Dihelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]e galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bertrand Levergeois, L’Arétin ou l’insolence du plaisir, Paris, Fayard, 1999
e saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cleugh, James, 1965. The Divine Aretino (Pietro of Arezzo, 1492-1556, A Biography
- Hutton, Edward, 1922. Pietro Aretino: The scourge of princes.
- Robert Greene, The 48 Laws of Power, Viking Penguin, 1998, ISBN 0-14-028019-7
- Norton, Rictor (ed.) My Dear Boy: Gay Love Letters through the Centuries. Leyland Publications, San Francisco. 1998