[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pallenn-moger

Eus Wikipedia
Herri VIII, roue Bro-Saoz, poltredet dirak ur pallenn-moger (~1545)

Ur pallenn-moger zo ur pallenn da lakaat a-ispilh ouzh ur voger.

Ur c'hinkladur ordinal e oa e ti pinvidien ar Grennamzer, koulz evit kinklañ ha diskouez live ar binvidigezh.

Perzhioù pleustrek all a oa d'ar pallennoù-moger : derc'hel tommder ar salioù ; dre ma'z int lemm-laka e c'helled o diskregiñ kent o rollañ hag o c'has d'un annez all. Da guzhat un nor e talvezent ivez, aes e oa o gorren evit reiñ tremen diouzh ezhomm.

Da gentañ e vez treset ha livet ar skeudenn war ur follenn paper tev, ar c'harton.

Da eil e vez lakaet ar c'harton-se war ar stern-gwiader, dindan an anneuennoù, da lavaret eo an neudennoù a zo a-serzh.

Goude-se e vez tremenet ar vulzun da sevel ar steuenn, eleze an neudennoù a-led, en ur zoujañ d'an tresoù ha d'al livioù a zo war ar c'harton. Betek 2 000 liv zo rekis evit fardañ lod pallennoù-moger ; etre 5 ha 10 neudenn dre c'hantimetr a-serzh a ya da ober ar steuenn.


Ar pallenn-moger Kavet eo an Unkorneg, 1495-1505
(uhelder : 3,784 m ; ledander : 3,683 m)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Verlet, Pierre (1977). La tapisserie – Histoire et technique, du XIVe au XXe siècle. Lausanne : Edita, 2000 (ISBN 978-2-88001-044-7)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.