[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Paul Delaroche

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Paul Delaroche poltred
gant Eugène-Ferdinand Buttura.

Paul Delaroche, bet ganet Hippolyte de la Roche d'ar 17 a viz Gouere 1797 e Pariz (Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Du 1856 er memes kêr, a oa ul livour gall.

Ne voe ket Paul Delaroche trec'h d'e ouenn dre ma oa e dad prizachour war an taolennoù ha, kement hag ober, ec'h euredas da verc'h al livour gall Horace Vernet e 1843. E arz en devoa desket diwar gentelioù Louis Étienne Watelet da gentañ-penn ha reoù Antoine-Jean Gros da c'houde. Kentañ oberennoù a voe diskouezet gant Delaroche e Saloñs al livouriezh hag ar c'hizellerezh 1822 a sachas evezh Théodore Géricault.

Un tamm brud a zeuas dezhañ adalek Saloñs 1824 pa voe diskouezet Saint Vincent de Paul prêchant pour les enfants trouvés ha Jeanne d'Arc dans sa prison, div oberenn o taolenniñ tud brudet o emzalc'h diardoù. Doare-livañ Delaroche a glote mat-tre ouzh ger stur renad ar mare, an Unpenniezh Gouere : ar muzul mat.