[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sant

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Santez)
En arz kristen hengounel e vez taolennet alies ar sent gant rodennoù en-dro d'o fenn, arouez o santelezh. Taolit evezh n'en deus Judaz rodenn ebet. En Iliz reizhkredour e seller ouzh ar rodennoù evel un dra liammet d'ur gwirvoud speredel, ha n'eo ket evel un elfenn ikonografiezh hepken.

Ur sant (latin sanctus -i; gregaj αγίος (hagios), hebraeg qâdosh) zo un den, gwaz pe maouez, brudet en hengoun relijionoù zo abalamour d'an darempred ispisial en defe gant Doue, pe an doueed, hervez ar feizidi. Doujet eo abalamour d'e berzhioù mat, perzhioù speredel peurgetket, d'e zeoliezh, hag, a-wezhioù, d'ar galloudoù dreist-ordinal a resev da-heul an darempred-se.

Levezon ur sant a c'hall tremen dreist bevennoù e relijion pa vez anavezet perzhioù hollvedel d'e vuhezegezh gant ar re all : da skouer, Tereza Kalkuta, Frañsez a Asiz, ur sant katolik bras, pe Gandhi, ur rener speredel eus an Indez. Ar pep brasañ eus relijionoù India zo douget d'ar sinkretegezh. An teir relijion undoueek eus ar c'hornôg (kristeniezh, islam ha yuzeviezh), avat, n'int ket hag o sent zo kehelet e diabarzh o c'humuniezh hepken.

Nac'hañ a ra ar sunniegezh hag ar brotestantiezh ar meiziad a sant da lâret eo kehelerezh pe azeulerezh an dud. Daoust da se ez eus bet diorroet ur c'hehelerezh birvidik en-dro da vezioù ar sent gant skourroù direizhkredennek eus ar soufiegezh hag eus an islam chiit, e diavaez an islam ofisiel ha desket.

Ar sent er gristeniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sant a vet enoret goude e varv, er relijion gatolik, dre an abeg ma talv e vuhez da skouer d'ar gristenien all. Da zeiz e varv eo e vez goueliet en iliz katolik.

A-bouez eo bet ar sent en istor ar gatolikiezh, ha santelaet eo bet an ebestel gentañ, hag ar bibien gentañ.

Hervez ul lec'hienn gatolik roman e vefe "ouzhpenn 10 000 sant anavet ha tud santelezehet e-doug an istor, gant an Iliz katolik hag ar mammennoù reizhkredour, met n'eus kont resis ebet anezhe"[1].

Embannet e oa Lives of the Saints e 1756, gant Alban Butler, ennañ 1486 sant. En embannadur diwezhañ an oberenn-mañ, embannet gant an abad Herbert Thurston, S.J., ha Donald Attwater, e kaver notennoù diwar-benn buhez 2565 sant[2]. Hervez an aotroù Robert Sarno, eus breuriezh ar Vatikan diwar-benn ar sant, e vefe dic'hallus lâret an niver resis eus ar sent[3].

Ar sent e relijionoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er voudaegezh e vez doujet-kenañ an arhated, pe arahanted, evel ar voudaed hag ar vodhisattvaed.

N'eus ket eus ar ger « sant » er voudaegezh. Ar c'hiz nevez a-walc'h da ober "e santelezh" eus an Dalai-lama er voudaegezh tibetan a zeu eus boazioù ar c'hornôg. Un titl troet e doare ar c'hornôg eo. Seblantout a ra siriusoc'h moarvat evit an hini a « vanac'h », « bhikshu du Bouddha », a vez implijet peurliesañ gant Tenzin Gyatso en e skridoù.

ārya eo ar ger azas (e sañskriteg). Troet e vez alies gant ar ger « nobl » hag implijet e vez evit kement boudaad a heuilh an Hent. Pevar seurt boudoù nobl zo, hervez al live tizhet gante hag an niver a liammoù o deus torret gant ar bed : sotapanna, sakadagamin, anagamin hag arhat. Hemañ ziwezhañ eo an hini nemetañ a verk live an hini en deus tizhet an nirvana. Diouzh ar skeul-se, ar bodhisattva n'eo ket ur « boud nobl », rak n'en deus ket torret (a-youl) al liammoù, met perzh e zihun a c'hall lakaat anezhañ e renk an āryaed, hervez ar Mahāyāna.

En Hindouegezh ez eus tud zo bet deskrivet evel sent hindou. Roet e vez dezhe an anvioù da-heul : Mahatma, Paramahamsa, pe Swami, pe an titloù Sri pe Srila.

Enebiñ a ra ar Sunniegezh ouzh pep azeulerezh estreget hini Doue. Ar re a azeul ivez idoloù danvez pe tud a reer "genstrollerien" pe azeulerien-idoloù anezhe. Ur pec'hed anvet Shirk eo. Difennet eo kehelerezh ar sent er Sunniegezh eta. Koulskoude e vez anavezet santelezh tud zo hag e roer dezhe an titl enorus a hazrat neuze, evit komz eus ar Brofeded peurgetket. N'eus urzhaz relijiel ebet er sunniegezh. N'eus ket titloù santelezh roet gant un aotrouniezh eus ar relijion eta met anavezet e vez santelezh un den gant ar feizidi kentoc'h[4],[5].

Neoazh e broioù zo eus Afrika, er Maghreb peurgetket, e vez ur « meni » kehelerezh eus ar sent a-wezhioù, hag anvet int marabouted eno. Skourroù direizhkredennek a-walc'h eus ar soufiegezh, a gaver o zariqa en holl ar c'humuniezhioù muzulman, a anavez ivez ar « wali » (arabeg ولي, liester Awliyā' أولياء), a vez troet gant ar ger sant el lennegezh saoznek ha gallek, daoust ma'z eo heñvelster ar ger « wali » alies gant « heñcher etrezek Doue » pe « mestr ».

An Antropologourien o deus diskouezet an heñveledigezhioù etre ar sell taolet ouzh an dud veur soufi er relijion vuzulman boblek ha meiziad kristen ar santelezh. E broioù muzulman zo ez eus santualoù e-kichen bez ar sent soufi, hag e vez lidet devezhioù gouel da vare deiz-ha-bloaz marv ar sent. Un hengoun zo ivez a denn d'ar burzhudoù a vez sevenet e-kichen ar bezioù-se. A-wezhioù e vez aozet al lidoù diouzh un deiziadur heolel, kentoc'h evit diouzh an deiziadur islamek loarel[6].

An Islam chiit a anavez ivez ar sent hag e vez pirc'hirinajoù e-kichen o bezioù. Er c'hontrol d'an diouganerien pe d'ar gannaded e c'hall an awliya bezañ gwazed pe maouezed. Unan eus ar santezed ar gwellañ anavet eo Rabi`a al-Adawiyya.


Sent Breizh avat, dre ma ne heulient ket ar boazioù roman, n'eo ket bet anavezet o santelezh gant pibien Roma. Met ne vire ket ouzh ar bobl d'o enoriñ.

Anavezet eo sent kozh Breizh dre ar Buhezioù (Uitae) savet gant o diskibien ha menec'h er Grennamzer. Skrivet eo bet Buhez ar Sent evit reiñ o skouer vat d'ar bobl.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bezañ ur sant, ur gwir sant a zo kaout vertuzioù ur sant, bezañ madelezhus pe kaout pasianted, gouzañv hep klemm.
  • Hennezh a oa nec'het, Evel Sant Pêr en e bec'hed.
  1. All About Saints at Catholic Online (USA) FAQs- Saints and Angels
  2. "Religion: 2,565 Saints", Time. 
  3. "Keeping Saints Alive", CBS News. 
  4. Diwar-benn ar sent en islam : "Femmes et religions en Islam, un couple maudit ?" gant Sossie ANDEZIAN, in CLIO, revue francophone d'histoire des femmes. E-pad ur studiadenn eus kevrinadegezh ar maouezed e kinnig meiziad ar sant hag e vont en-dro e speredelezh muzulman ar maouezed.
  5. Lenn ivez oberenn Émile Dermenghem (1892-1971), Vies des saints musulmans. Eil embannadur. Arles : Sinbad-Actes Sud, dastumad « La bibliothèque de l'Islam », 2005. 329 p., 23 cm (ISBN 2-7427-5717-1)
  6. Michael Gilsenan (1973), Saint and Sufi in Modern Egypt, Oxford. ISBN 0-19-823181-4.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Sant er
wikeriadur, ar geriadur frank.