Sant Erle
Neuz
Sant Erle a oa ur misioner breizhat, diagon ha merzher, enoret d'an 10 a viz Eost gant an Iliz katolik (d'an 9 a viz Eost hervez Turiaw, eskob reizhvriek). Ne ouzer netra diwar-benn ar sant brezhon kozh-mañ, nemet e voe lakaet da batrom iliz-parrez Ploare (Plo-Erle) e 1426.
Skeudennet eo en iliz-se evel un diagon, o tougen palmez ar verzherien, gantañ ul levr en e zorn all. Daou bardon a vez lidet en e enor : da Sul an Drinded ha d'ar Sul tostañ d'e ouel e Ploare.
Patrom iliz Sant Erle eo bet lakaet e Ploare (hiriv e Douarnenez) er bloaz 1426.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Douarnenez e vez skrivet "Herle".