[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Diagon

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An diagon (gresianeg διάκονος / diákonos o talvezout kement ha skoazeller, servijour) a zo, en ilizoù katolik, reizhkredennour ha darn eus an ilizoù protestant, un den a iliz dindan ar re a ra war-dro ur gumuniezh lec'hel kreizennet tro-dro d'un iliz-parrez.

Tri derez en urzhaz an dud a iliz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar lenn Oberoù an Ebestel, ul lodenn eus an Testamant Nevez, hemañ ul lodenn eus ar Bibl a ra ar gristenien gantañ, eo bet savet urzhaz an dud a iliz katolik pe reizhkredennour : diagon, beleg hag eskob. Enno e weler ez eus bet tud hag a voe skoazellerien ar veleien a rene an "ilizoù", e penn kentañ ar gristeniezh, ar re-se o reiñ dave d'ar gristenien a oa o taremprediñ ul lec'h evit an azeulerezh. Skoazellañ a c'helle bezañ kemer perzh el lidoù, ha sevel obererezhioù evel prezegenniñ pe skoazellañ ar gristenien o-unan.
E mareoù kozh ar gristeniezh e voe sakret diagonezed, met n'eus ket mui e-touez ar gatoliked hag ar reizhkredennourien, pa vez kavet anezho en ilizoù protestant zo.

Urzhidigezh ar diagoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ministred an azeulerezh all e tle an diagoned bezañ sakret e-doug ul lid a vez graet urzhidigezh pe kensakridigezh eus outi. Gouestlañ a ra an danvez diagoned bezañ sentus ouzh o urzhazioù ha gredus e-keñver deskadurezh an Iliz katolik pe reizhkredennour, a-hervez.
Un diagon katolik dimezet a c'hell bezañ sakret, met ned aio ket da veleg, keit ha ne vo ket intañv. Ne dalvez ket evit ar reizhkredennourien nag ar brotestanted.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]