[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Nicéphore Dieudonné Soglo

Eus Wikipedia
Nicéphore Soglo.

Nicéphore Dieudonné Soglo (bet ganet d’an 29 a viz Du 1934) zo ur politikour anezhañ, Kentañ Ministr ha Prezidant kozh Benin.

Soglo, goude bezañ tapet diplomoù war ar gwir hag an armerzh e Skol-veur Pariz, a zistroas da Venin (a raed Dahomey anezhañ d’ar mare-se) ma talc’has meur a bost er gouarnamant war dachenn an arc’hant hag an armerzh. Da-heul taol-Stad 1972 a gasas Mathieu Kerekou d’ar galloud, e kuitaas ar vro hag e talc’has postoù en aozadurioù etrebroadel evel ar Font Moneizel Etrebroadel (FME) ha Bank ar Bed. E fin ar bloavezhioù 1980, gant an droukkontant ma oa an dud dirak an armerzh o chom sac’het, ez asantas gouarnamant Kerekou gervel ur gendael vroadel gouest da gas ar vro war-du an demokratelezh gant meur a gostezenn. Gant ar gendael e voe lakaet Nicéphore Soglo Kentañ Ministr etre daou. Mont a reas en e garg d’an 12 a viz Meurzh 1990. Ar gendael a savas ur vonreizh hag a voe aprouet gant ur muiañ-niver brevus en ur referendom a oa bet dalc’het d’an 2 a viz Kerzu 1990. Ar wech kentañ ma voe dilennet ar Prezidant e-touesk meur a gostezenn er vro-mañ, e trec’has Kerekou o tapout 67,73% eus ar mouezhioù. Mont a reas en e garg d’ar 4 a viz Ebrel 1991. E 1992, e tiazezas e wreg Rosine ar Strollad evit Azginivelezh Benin (anavezet gant an teskanv PRB pe RB). Anvet e voe da benn ar gostezenn e 1994. E-pad ma oa prezidant e strivas Soglo da neveziñ an amerzh a oa en ur stad truezus. An darbaroù armerzhel-se a voe kaoz a drubuilh er gevredigezh hag a ziskaras e vrud mat. Daoust d’ar c’hudennoù-se e veze meulet e ouarnamant evit an doujañs en deveze da bennreolennoù an demokratelezh ha da wirioù mab-den. E miz Meurzh 1996 e voe trec’het gant Mathieu Kerekou da-geñver an dilennadeg evit ar Prezidant. Klask a reas mont da Brezidant en-dro e 2001, met da eil ez erruas, a-dreñv Mathieu Kerekou, gant 27,12% eus ar mouezhioù. Daoust ma chome war ar renk evit un eil tro enep Kerekou, e kodianas rak direizhderioù a oa bet, emezañ. Setu e voe Kerekou trec’h warnañ.