[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Prezidant

Eus Wikipedia

Ur prezidant (ur brezidantez) zo un den lakaet e penn ur bodad pe ur vro, dre anvadur, dre zilennadur pe dre gevezholadur.
Kadoriad(ez) a vez graet ivez eus penn ur bodad, diwar ar ger cadeirydd, e kembraeg.

Eus ar galleg président, a zeuas e 1296 eus al latin proesidens diwar proesidere, ur ger savet diwar proe "a-raok", "dirak" ha sedere "azezañ"[1] E 1617 e voe ar stumm benel gallek, présidente.[1]
Ar verb présider zo e galleg, a zo pennren e brezhoneg.

Pelec'h e vez lakaet ur prezidant?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn meur a dra e vez kavet ur prezidant :

  • ur Stad, a c'hall bezañ ur republik demokratel pe get ;
  • kuzul ministred ur Stad, "prezidant(ez) ar c'huzul" a lavarer neuze ;
  • ur strollad politikel, "pennsekretour(ez)" eo an titl a-wechoù ;
  • kevredigezhioù, kleuboù a bep seurt (sportoù hag all) ; e Bro-C'hall e rank ur gevredigezh bet savet hervez lezenn 1901 kaout ur prezidant pe ur brezidanter en he fenn[2].

Broioù ma'z eus prezidanted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras e vez prezidanted en holl vroioù ma n'eus ket a roue pe a briñs e penn ar vro, met doareoù disheénvel a vez d'o envel.

  • Alamagn (betek 1918 e oa un impalaer, ha rouaned dindanañ)
  • Aostria
  • Bro-C'hall (diskaret e voe ar roue diwezhañ e 1848, hag an impalaer diwezhañ e 1870; etre 1940 ha 1944 e oa ur penn-stad)
  • Gres (ur roue zo bet)
  • Italia (ur roue a oa betek 1944)
  • Iwerzhon (er Rouantelezh-Unanet e oa betek he Dieubidigezh)
  • Polonia (ur roue a oa a-raok ma voe rannet ar vro etre ar stadoù amezek)
  • Portugal (ur roue a oa betek deroù an XXvet kantved)
  • Suis

Rouaned pe briñsed zo er broioù-mañ :

Ur roue zo e Maroko.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Geriadur gallek Le Robert de la langue française.
  2. (fr) Légifrance