[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Nerzh Coriolis

Eus Wikipedia

Nerzh Coriolis a zo un nerzh inertiezh en deus un efed a-skouer war fiñv un dra hag a zo o fiñval en ul lec'h bennak o treiñ e-unan. Anvet eo bet diwar anv an ijinour gall Gaspard-Gustave de Coriolis en XIXvet kantved.

Nerzh Coriolis a zalc'her e kont e bed ar vannouriezh pa vanner munisionoù pe fuzeennoù hir o hed-tenn. Pa gendalc'hont gant o hent ur wech bezañ tennet e tro an Douar warni hec'h-unan, ha rankout a raer jediñ ar poent a dizhont en ur soñjal e nerzh Coriolis e-mesk elfennoù ha nerzhioù all evel ar gravitadur.