[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Narvik

Eus Wikipedia
Narvik gwelet eus menez Fjagernestoppen (1007 m)

Narvik (norvegeg: Narvik; samieg an norzh: Narviika) a zo ur gêr e kontelezh Nordland, e Norvegia. En em ledañ a ra ar gumun war 2.029 km², ha 18.542 den a zo o chom enni (e 2004).

E-pad an Eil brezel bed e voe emgannoù bras e Narvik. Ul lec’h strategel e oa ar porzh-se. Soudarded eus Breizh-Veur ha Bro-C'hall a roas dorn da arme Norvegia evit adkemer ar porzh goude aloubadeg Norvegia gant an Nazied (9 a viz Ebrel 1940). Pa voe taget Bro-C’hall gant an Alamaned, ez eas ar soudarded estren kuit e miz Mezheven 1940, ha lezel soudarded Norvegia o-unan. Re wan da c’hellout en em zifenn, e rankjont kodianañ gant an Alamaned.