[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Michel Jaouen

Eus Wikipedia
Ur pennad Jaouen zo ivez.

Michel Jaouen, bet ganet d'ar 6 a viz Here 1920 en Eusa hag aet d’an Anaon d’ar 7 a viz Meurzh 2016 e Pariz a oa ur beleg jezuist breizhat. Aluzener en toull-bac'h e Fresnes e voe.

E 1951 e savas ar gevredigezh AJD, Aumônerie de la Jeunesse Délinquante (Aluzendi ar Felladennerien Yaouank), bremañ Amis de Jeudi Dimanche (Mignoned Diriaou Disul), ha diwezhatoc'h ur bon dezhi e Pen-Enez e Landeda.

Sevel a reas ivez Bod an Epinettes, e Pariz, evit an dud deuet er-maez eus an toull-bac'h.

Pediñ a reas felladennerien ha drammgaezhiaded da verdeiñ e-bourzh ar bigi Bel Espoir, Bel Espoir II ha Rara-Avis evit kavout ur vuhez nevez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]