[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mercosur

Eus Wikipedia
Mercosur
Banniel ar Mercosur.
Mercosur 2005.

Ar Mercosur (Mercosul e portugaleg) zo anezhi kumuniezh armerzhel broioù Amerika ar Su. Talvezout a ra Mercosur kement ha kenvarc'had ar Su (Mercado Común del Sur e spagnoleg / Mercado Comum do Sul e portugaleg / Ñemby Ñemuha e gwaranieg) e div yezh ofisiel ar MERCOSUR (ar spagnoleg gant Arc'hantina, Paraguay, Uruguay, Venezuela hag ar broioù kevelet hag ar portugaleg gant Brazil).

Istor ar Mercosur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet e oa ar Mercosur war-wel d'ar 26 a viz Meurzh 1991 pa oa bet sinet feur-emglev Asunción. An trede marc'had unanet er bed eo goude Unvaniezh Europa hag an EFENA.

Ur benveg kenlabour aet kalz pelloc'h eget an EFENA eo.

Disklêriadur Cuzco d'an 8 a viz Kerzu 2004 a rakwel e enframmañ tamm ha tamm en un unvaniezh politikel hag armerzhel e Suamerika a-bezh : Unaniezh Broadoù Amerika ar Su (UNASUR). Se a dalvo teuz ar Mercosur ha Kumuniezh an Andoù (Kolombia, Ecuador, Perou ha Bolivia), hag enframmadur Chile, Guyana ha Surinam ouzhpenn.

Ar 27vet kuzuliadeg d'ar 17 a viz Kerzu 2004 e Ouro Preto a zegemeras ent-ofisiel tri ezel kevelet nevez : Ecuador, Kolombia ha Venezuela. E-pad ar guzuliadeg-se o doa embannet Panama ha Mec'hiko e oant e sell da vont er Mercosur.

Stadoù ezel ha kevelet ar Mercosur.

Broioù ezel pad :

Broioù kevelet d'ar Mercosur :

Broioù hag o deus emglevioù frankeskemm gant ar Mercosur :

Un nebeud sifroù tennet eus al lec'hienn ofisiel :

  • Poblañs : 213 milion
  • PDK : 1.175,5 miliard a zollaroù e 1998
  • Gorread : 11.863.000 km²

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]