[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Melen (liv)

Eus Wikipedia
Melen
#ef9b0f#ffd800#ffee75#ffba00#ff0#ffdf00#fff77d#fffacd#ffbf00
Bukit war pep liv da welout e god HTML
Skalfad tredanwarellek
Trohed 575 – 585 nm
Talm 521 – 512 THz
Bonekadur
  • Evit ar melen #ff0 MMMMMM (580 nm)
HTML #ffff00 / #ff0
sRGB (255, 255, 0)
CMYK (0, 0, 100, 0)
HSV (60, 100, 100)

Ur c'huzh-heol melen
An hiniizhiad CMYK
Ur melen-vi kriz
Ur sae velen
Bouda melen, Thailand

Melen a reer eus al liv gweladus a zo etre gwer 0000 hag orañjez 0000 er skalfad gwelus, adalek an trohed 575 nm betek an trohed 585 nm. Orañjez eo al liv diwezhañ a weler pa vez hiroc'h an trohed eget 585 nm, o tont eus an danruz, ha gwer eo an hini kentañ war-du an uslimestra, pa vez an trohed berroc'h eget 575 nm.

  • "Melen glan" a reer eus al liv melen eo 580 nm e drohed : 0000.
Ar skalfad gwelus
USLIMESTRA  DANRUZ

Unan eus al livioù diazez eo ar melen el liverezh a-gevret gant ar glaz hag ar ruz, kouls hag er moullerezh hervez An hiniizhiad CMYK, a-gevret gant ar cyan, ar magenta hag an du. Ul liv eilrenk eo avat e skrammoù ar skinwel ha re an urzhiateerioù, ma vez diskwelet dre veskañ ruz ha gwer.

Meur a arliv melen a weler an natur : plant, loened, melen ur vi... hag ar mel evel-just, alese anv al liv. An heol a weler melen a-wezhioù, pa vez gwariet ar skinoù berroc'h (adalek ar gwer betek an uslimestra).

Gerdarzh

Eus ar predeneg *melino hag ar galianeg *melinos, "mel", e teu ar ger. Er geriadur Catholicon (moullet e 1499) emañ :

melen g.(galleg) iaune de couleur, l.(latin) croceus.

Kement hag "a-liv gant ar safron (Crocus sativus)", "melen", "alaouret" e talvez ar ger latin crŏcĕus[1].

Arlivioù
  • Melegan : a-liv gant ar mel.
  • Melen-aour : a-liv gant an aour 0000.
  • Melenc'hlas : melen hag a denn war ar gwer 0000.
  • Melendu : okr melen 0000.
  • Melenrous : rous-gwenn, pa gomzer eus liv ul loen-kezeg 0000.
  • Melenruz : orañjez.
  • Melenwenn : rous sklaer, pa gomzer eus liv ur marc'h 0000.

An okr melen a veze implijet ken abred hag er Ragistor evit livañ mougevioù, evel ma weler e mougev Las Caus (– 17 300 vloaz). Adalek Nevezoavezh ar Maen (– 8 000) e voe lakaet an aour da vetal prizius, en abeg ma ne vergl ket ha ma'z eo mezelladus hag orjalus ; a-feur ma'c'h aed war-du an Henamzer e teuas e liv da vezañ prizet ivez.

En Henegipt e veze lakaet al liv melen par d'an aour, a oa liv an heol, an doueoù hag ar faraoned ; setu perak e kaver kalz livadurioù melen er bezioù.

An Henromaned a implije ar melen evit skeudenniñ an aour, hag an okr melen evit taolenniñ kroc'hen an dud. Liv ar maouezed dimezet ha hini ar baotred pezhell e oa ar melen a-fet dilhad. Bri a veze douget d'an dud o fennad blev melegan.

Er Grennamzer e troas ar melen a liv nobl ha drant, a-drugarez d'an ardamezouriezh (ma reer aour anezhañ). Ar gristenien ne reont ket gant al liv melen en o lidoù, peogwir n'emañ ket ar Bibl ; gant an aour avat e reont sof-kont, abalamour ma'z eo arouez ar galloud hag ar binvidigezh. E dibenn ar Grennamzer e tougent bri d'an aour bepred, hogen er vuhez pemdez e lakajont ar melen da liv ar c'hoantegezh (ur pec'hed marvel), ar warizi, ar gevierezh hag ar pilpouzerezh[2] Da heul prosez Jan Hus e 1415, man erruas gwisket e melen, hag e eskumunugenn e voe lakaet da velen ar c'haouerien, an douellerien, ar drubarded, ar grenerien, hag all ; da liv ar Yuzevien e voe lakaet ivez, alese ar steredenn velen a ranke ar Yuzevien dougen da vare an Trede Reich.

Betek bremañ e pad ar sell-se war al liv e meur a yezh en Europa. Er geriadurioù, hini An Here en o zouez, e vez berroc'h ar pennad a-zivout ar melen eget an hini diwar-benn ar ruz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Pastoureau, Michel. Jaune – Histoire d'une couleur. Paris : Éditions du Seuil, 2019 (ISBN 978-2-7578-9941-0)
  1. (la) (fr) Geriadur Gaffiot (1934).
  2. Pastoureau 2019, p. 104.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger melen er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Livioù | Roll al livioù

Gwenn
#ffffff
Arc'hant
#c0c0c0
Gris
#808080
Du
#000000
Ruz
#ff0000
Orañjez
#ffa500
Melen
#ffff00
Gwer
#00ff00
Cyan
#00ffff
Glas
#0000ff
Indigo
#4b0082
Mouk
#7f00ff
Magenta
#ff00ff
Olivez
#808000
Gell
#954535
Turkez
#008080
Roz
#ffc0cb