[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mathrafal

Eus Wikipedia
Skoed Tiegezh Mathrafal (ha rouantelezh Powys)

E Mathrafal, pe Castell Mathrafal, e-kichen Y Trallwng, e Powys, e Kembre, e oa lez Rouaned ha Priñsed Rouantelezh Powys adalek an IXvet kantved betek ma voe distrujet e 1212 gant Llywelyn ap Iorwerth eus Gwynedd.

Tachenn Eisteddfod 2003, en atant Mathrafal

Mathrafal zo unan eus Tair Talaith Cymru, war un dro gant Aberffraw ha Dinefwr. Eno ivez e oa iliz pouezusañ ar rouantelezh betek an XIIIvet kantved. Kêrbenn cantref Caereinion e oa ivez.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]