[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kantrev

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cantref)
Kantrevoù Kembre, er Grennamzer

Kantrev (e brezhoneg), pe cantref e kembraeg, a vez lavaret eus rann ur gontelezh e Kembre er Grennamzer. E Bro-Saoz e veze anv eus un hundred. Daou gombod pe muioc'h a oa en ur c'hantrev.
Rannet eo Kantrev Aberffraw e Môn etre daou gombod, Llifon ha Malltraeth, met kantrevoù bras a veze enne 6 pe muioc'h, evel Kantrev Gwarthaf e Dyfed, eizh kombod ennañ: Efelffre, Peuliniog, Talacharn, Amgoed, Ystlwyf, Penrhyn, Derllys hag Elfed.

Splann eo ar gerdarzh, kant trev zo en ur c'hantrev, da lavarout eo kant parrez ha kant iliz-parrez.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]