[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Leitha

Eus Wikipedia
Leitha

Al Leitha e-kichen Kleinwolkersdorf
Statud stêr
Hirder 182 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat 8,14 m³/s
Gorread an diazad 2 138,1 km²
Bro(ioù) douret Aostria, Hungaria
Diazad stêrioù
Danav
En em daol e Danav
(brec'h)
Ledander er genoù ?
Andon kember ar Schwarza
hag ar Pitten
Adstêrioù ?

Al Leitha (en alamaneg ; Lajta en hungareg) zo ur stêr en Aostria hag Hungaria, adstêr d'an Danav war e lez dehoù.

En Aostria-Izel emañ eien al Leitha, ganet diwar kember div wazh-dour, ar Schwarza hag ar Pitten, nepell diouzh Wiener Neustadt. E meur a lec'h e verk ar vevenn etre Aostria-Izel ha Burgenland.

E-kichen Mosonmagyaróvár, en Hungaria, en em daol er Mosoni Duna, unan eus brec'hioù an Danav.

Da vare Aostria-Hungaria e talveze ar stêr da verkañ ar vevenn etre an douaroù renet eus Vienna hag ar re renet eus Budapest, anvet Cisleithanien ha Transleithanien.

Goude ar Brezel-bed Kentañ e talvezas da harz etre Hungaria hag Aostria. Goude sinadur Feur-emglev Trianon e 1920 e voe ur stadig hungarat verrbad anvet Lajtabánság er gevred d'ar stêr, etre ar 4 a viz Here hag ar 5 a viz Du 1921. Staget e voe ar vroig-se ouzh Aostria avat ha roet dezhi an anv Burgenland. Evel-se e teuas al Leitha da vezañ ur stêr e diabarzh Aostria hag a verke ar vevenn etre daou Land aostrian[1].