Larry Siegel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Larry |
Anv-familh | Siegel |
Deiziad ganedigezh | 1925 |
Deiziad ar marv | 20 Eos 2019 |
Abeg ar marv | kleñved Parkinson |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | skrivagner, aktour, senarioour(ez) |
Bet war ar studi e | skol-veur an Illinois en Urbana–Champaign |
Prizioù resevet | Primetime Emmy Awards |
Lawrence Harvey "Larry" Siegel (New York, 29 a viz Here 1925 – Santa Monica, 20 a viz Eost 2019) a oa ur skrivagner komediennoù hag ur flemmganer stadunanat a skrivas evit ar c'hoariva, kelaouennoù hag ar skinwel.
Seizh gwech e voe diuzet gant an Emmy Awards, a c'hounezas teir gwech a-drugarez d'e labour en abadenn skinwel The Carol Burnett Show[1]. Unan eus skridaozerien bennañ ar gelaouenn Mad Magazine[2] eo bet e-pad 33 bloaz, arbennigour ma oa war ar goapaat filmoù ; ur flemmganer er gelaouenn Playboy e voe ivez.
Tri istor berr skiant-faltazi skrivet gantañ a voe embannet er bloavezhioù 1950.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1925 e voe ganet Larry Siegel e New York. Oadet a 18 vloaz e oa e 1943 pa voe embannet er gazetenn The Washington Post e varzhoneg Oh Dear What Can Sinatra Be?, un drevezadur eus ar rimadell hengounel Oh Dear What Can the Matter Be? evit ober goap eus Frank Sinatra hag e fanezed.
Er bloaz-se end-eeun e voe galvet gant an US Army ; goude e stummadur e Georgia e 1944 ec'h emezelas en 10vet Mountain Division a voe kaset da Napoli, en Italia, evit un emgann e miz Genver 1945. Ur fuzuilhour e voe L. H. Siegel, un haroz enoret gant 6 medalenn hag ur Purple Heart[3].
Goude an Eil Brezel-bed ec'h eas d'ar skol-veur University of Illinois. E-kerzh e studi ec'h aozas skridoù fentus evit kelaouenn ar skol, kent bezañ he fennskridaozer. Echu e studi gantañ e tistroas davet e familh e New York er bloaz 1950. Pemp bloaz diwezhatoc'h e priedas Helen Hartman, a laboure en Aozadur ar Broadoù Unanet. D'ar mare-se ivez e voe embannet e istorioù skiant-faltazi.
E dibenn ar bloavezhioù 1950 e krogas da skrivañ pennadoù fentus evit ar c'helaouennoù Humbug, Mad Magazine ha Playboy. Tremen 300 pennad a skrivas evit Mad Magazine, a-hed tremen 150 niverenn[2], en o zouez ur 80 flemmskrid bennak a-zivout filmoù hag abadennoù skinwel hag un toullad kanaouennoù droch hag a dreveze kanaouennoù brudet, ar pezh a vroc'has ar c'hanaozer hollvrudet Irving Berlin ; prosez a voe e 1961, a voe kollet e 1963. Da heul ar prosez e voe embannet e 1964 lezennoù gwirioù-eilañ hag a dalvez hiziv c'hoazh[4].
E 1965, diwar atiz ar sonaozourez, senariourez ha skrivagnerez Mary Rodgers (1931-2014) ha hini rener Mad, e labouras L. H. Siegel gant Stan Hart (1928-2017), ur skridaozer all eus skipailh ar gelaouenn (The usual gang of idiots), evit The Mad Show, ur gomedienn war gan awenet gant fent Mad Magazine a voe c'hoariet 871 gwech adalek an 9 a viz Genver 1966 betek an 10 a viz Gwengolo 1967[5] ha brudet er bed a-bezh.
A-c'houde ar berzh bras-se e tilojas an tiegezhioù Hart ha Siegel e 1968 da Los Angeles, ma skrivjont a-gevret evit ar skinwel. Adalek 1970 e skrivas Larry Siegel evit an abadenn Rowan & Martin's Laugh-In, a badas betek 1973[6]. Diwezhatoc'h e tistroas da genlabourat gant Stan Hart evit The Carol Burnett Show a-hed tri bloaz betek 1974, kent distreiñ e 1977 ha gounit un trede Emmy Award.
Goude labouret evit meur a abadenn er bloavezhioù 1980 ec'h eas L. H. Siegel da gelenn ar sevel komediennoù en UCLA e-kerzh ar bloavezhioù 1990 hag e savas bruderezh.
Betek an oad a 87 vloaz e labouras Larry Siegel, kent bezañ taget gant kleñved Parkinson. D'an 20 a viz Eost 2019 e varvas, oadet a 93 vloaz.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skiant-faltazi
- 1950 : Another Chance for Casey, istor berr er gelaouenn The Magazine of Fantasy and Science Fiction, miz Kerzu 1950.
- 1954 : Dead-Eye Daniel, istor berr e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, miz Du 1950[7].
- 1960 : How Not to Write a Best Seller, en torkad The Bedside Playboy. Chicago : Playboy Press, 1963.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Larry Siegel – RIP'. Kavet : 27/02/2023.
- (en) 'Lambiek Comiclopedia'. Kavet : 27/02/2023.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Emmy Awards'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) 'Mad Magazine Contributors'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ Koshañ medalenn SUA eo ar Purple Heart ("Kalon Vouk") ; gwelit 'U.S. DepartmentofDefense'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ (en) 'Irving Berlin et al. v. E.C. Publications, Inc.'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ (en) 'Internet Off-Broadway Database'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 27/02/2023.
- ↑ Embannet e galleg dindan an talbenn Les joies de la télévision en dastumad La grande anthologie de la science-fiction, levrenn Histoires de demain. Paris : Le Livre de Poche, 2000 (ISBN 978-2-253-00749-4)