Omfale
Omfale (Ὀμφάλη e henc'hresianeg) a oa rouanez Lydia en Azia Vihanañ. Merc'h e oa d'ar stêr Iardanos, ha gwreg Tmolos, roue Lydia. Pa voe lazhet he gwaz gant un tarv e chomas intañvez ar rouanez. Diodoros an hini a ra kentañ meneg anezhi el lennegezh, met anavezet e oa ivez gant Aisc'hyllos[1]. Brudet eo dre ma kemeras Herakles da sklav en he falez.
Herakles hag Omfale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orakl Apollon an hini a alias Herakles da vont da sklav gant Omfale, rouanez Lydia, evit en em walc'hiñ eus muntr e vignon Ifitos. Ganti e chomas an haroz e-pad bloaz[2]. Goap a veze graet eus Herakles, ret dezhañ ober labour ur gogez, dougen dilhad plac'h, derc'hel paner ar gloan e-keit ma veze Omfale hag he dimezelled o nezañ.
Goap ouzh an haroz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Ovidius[3] e veze Omfale o wiskañ kroc'hen leon Nemea hag o tougen penn-bazh Herakles er c'heit-se. «E-keit ma veze Omfale, gwisket gant kroc'hen leon Nemea, o terc'hel ar penn-bazh, edo Herakles, gwisket e maouez, gant ur sae vouk, o labourat gant gloan, hag e lez Omfale d'e skouarnata a-wechoù gant he fantouflenn.» (Loukianos Samosata, Penaos eo ret skrivañ an istor, X) Goude e vloavezh sklavelezh e timezas Omfale d'an haroz, petra bennak ma oa bet oc'h ober al lez da veur a hini eus he dimezelled, da unan anvet Malis peurgetket. Abalamour da se eo bet poltredet Omfale meur a wech gant penn-bazh Herakles en he dorn war al listri.
Eus ar goapaerezh-se avat n'eo ket gwall gozh ar roudoù...
Mibien Herakles e Lydia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez doareoù zo eus ar vojenn e timezas Omfale d'an haroz goude e zieubiñ. Diodoros (4.31.8) hag Ovidius en e Heroides (9.54) a ra anv eus ur mab anvet Lamos. Met Apollodoros (2.7.8) an hini a ro an anv Agelaos. Lavarout a rae rouaned Lydia ha Kroisos, diskenn anezhañ.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Herakles hag Omfale, livet gant François Boucher
-
Herakles hag Omfale, livet gant François Lemoine.
-
Omfale, kizellet gant Constantin Dausch.
-
Delwenn Omfale e Park Schlosses Schönbrunn e Wien, ha ganti penn-bazh Herakles.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kerenyi, Karl, 1959. The Heroes of the Greeks, pp 192-97.