[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Braunschweig

Eus Wikipedia

Der Kohlmarkt, "marc'had ar c'haol", e Braunschweig

Braunschweig (distaget [ˈbʁaʊnʃvaɪk] en alamaneg), anvet Brunswiek en alamaneg-izel, hag eleze Brunswick e galleg hag e saozneg, zo ur gêr e stad Saks-Izel (pe Niedersachsen), en Alamagn.

Emañ en hanternoz d’ar menezioù Harz, e-kreiz ar rannvro zo er reter da Hannover, kêr-benn Saks-Izel, hag an eil kêr vrasañ eo er stad.

Ar menegoù koshañ eus Braunschweig er skridoù zo eus an IXvet kantved. Er Grennamzer e oa unan eus kêrioù bras an Hansa, kevre marc’hadourien hanternoz Europa. Gant ar stêrioù Oker, Aller ha Weser eo liammet ouzh Mor an Hanternoz. Ouzhpenn bezañ ur greizenn genwerzhel ha politikel, e voe ur greizenn sevenadurel a bouez ivez. Koll a reas eus he fouez tamm-ha-tamm, dre ma oa hanter-hent etre div gêr vrasoc’h, Hannover ha Berlin. En XIXvet kantved e oa kêr-benn Dugelezh Braunschweig, unan eus stadoù an Impalaeriezh Santel Roman hag Impalaeriezh Alamagn war he lerc’h. Goude ar Brezel-bed kentañ e teuas da vezañ kêr-benn Stad Dieub Braunschweig, unan eus stadoù Republik Weimar. Distrujet e voe kalz savadurioù eus kêr e dibenn an Eil Brezel-bed (miz Here 1944).

Anavezet eo Braunschweig hiziv evel kêr ar skiantoù hag an enklaskerezh.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.