Jules Arnous de Rivière
Jules Arnous de Rivière a zo bet ganet d'ar 4 a viz Mae 1830 en Naoned (Breizh) ha marvet d'an 11 a viz Gwengolo 1905 e Pariz (Bro-C'hall).
Mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù breizhat, embanner ar gazetenn La Régence.
E 1858 e c'hoarias alies a-enep da Baul Charles Morphy. Trec'hiñ a reas ar Saoz Thomas Wilson Barnes, ar Gall Paul Journoud e 1860 hag an Hungarad Johann Jacob Löwenthal e 1867. E 1883 e koll a nebeud e Pariz (Bro-C'hall) a-enep da Vic'hail Tchigorin:+4 -5.
E renk Elo gwellañ a oa 2563 tizhet e miz Eost 1883.
Krouet e voe gantañ ur c'hleub echedoù e Naoned, orin ar gevredigezh a-vremañ anvet "Cercle d’Echecs de Nantes". Gant ar c'helc'h-mañ e oa bet savet an tournamant "Open" partiennoù fonnapl "Arnous de Rivière" e miz Meurzh 2007.
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jules Arnous de Rivière, Nouveau manuel du jeu des échecs;
- Jules Arnous de Rivière, Traité populaire du jeu de billard, 1891.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Partiennoù e Chessgames: [1]