Hlotar Iañ
Neuz
Hlotar Iañ
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Anv e yezh-vamm an den | Clotaire Ier |
Anv-bihan | Chlothar, Clotaire |
Titl noblañs | Roue ar Franked, Roue ar Franked |
Deiziad ganedigezh | 498 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav, Soissons |
Deiziad ar marv | 29 Du 561 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav, Soissons |
Lec'h douaridigezh | Soissons |
Tad | Hlodwig Iañ |
Mamm | Hlotilde |
Breur pe c'hoar | Klodomir, Childebert Iañ, Thierry Iañ, Ingomer, Clotilde |
Familh | Meroveed |
Micher | monark |
Karg | Roue ar Franked |
Hlotar Iañ, pe Klotar Iañ (e-tro 498 – 561), pempvet mab d'ar roue Hlodwig Iañ (anavezet evel Clovis e galleg) ha pevarvet mab d'e bried Hlotilde, a oa roue ar Franked.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv Hlodwig, d'ar 27 a viz Du 511, e voe rannet e rouantelezh etre e bevar mab : Klodomir, Thierry Iañ, Childebert Iañ ha Hlotar[1],[2].
-
Rannoù Galia er bloaz 511
Roue Soissons e teuas Hlotar da vezañ e 511 (oadet e-tro 13 vloaz), roue Orléans e 524, roue ar Vurgonded e 534, roue Franked ar Reter e 555 ha roue Pariz e 558 . Etre 558 ha 561 edo e-unan e penn rouantelezh adunanet ar Franked, evel en amzer e dad Hlodwig Iañ.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Grégoire de Tours, Decem libri historiarum, levrenn III, 1, p. 112.
- ↑ Godefroid Kurth, Clovis, le fondateur, Éditions Tallandier, 1896, p. 505 ; Patrick Périn, Clovis et la naissance de la France, Éditions Denoël, 1990, p.117 ; Rouche (1996), p. 345 ; Laurent Theis, Clovis, de l'histoire au mythe, Bruxelles, Éditions Complexe, 1996, p.80.