[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Henry Gunther

Eus Wikipedia
Poltred Henry Nicholas Gunther
Plakenn koun e Baltimore lakaet e 2010

Henry Nicholas John Gunther, ganet d'ar 6 a viz Even 1895 ha marvet d'an 11 a viz Du 1918, a oa ur soudard stadunanat. Lavaret a reer e voe ar soudard diwezhañ o vervel e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Lazhet eo bet da 10:59, ur vunutenn a-raok ma vefe lakaet arsav-brezel da dalvezout.

Henry Gunther a voe ganet en ur familh alaman-stadunanat e reter Baltimore, e Maryland. E dud, George Gunther (1869-1919) ha Lina Roth (1867-bloavezhioù 1930), a oa o-daou bugale enbroidi alaman. Desavet e oa bet en Highlandtown, e reter Baltimore. Eno e oa kalz enbroidi pe diskennidi alaman. E familh a yae da iliz ar Galon Sakr, unan eus ilizoù an iliz katolik roman.

Unvez Gunther a oa, d'an 11 a viz Du 1945, o tostaat d'ur c'hroashent ma oa staliet div vindrailherez alaman. Nepell diouzh kêriadennig Chaumont-devant-Damvillers er Meuse, e Loren. Gunther a oa savet, enep urzhioù sklaer e serjant ha kamalad, Ernest Powell. Argadet en devoa an Alamaned gant ur c'hleze ouzh e fuzuilh. Ar soudarded alaman a oa bet kelaouet eus an arsav-brezel da vezañ lakaet da dalvezout a-barzh un nebeud munutennoù o devoa tennet a-us pe e-kichen hag o devoa klasket kelaouiñ an Amerikaned en ur huchal hag ober jestroù. Gunther a oa kendalc'het memestra hag en devoa tennet "un tenn pe zaou". Pa voe erruet re dost d'an Alamaned e voe lazhet gant un heuliad tennoù berr hag e oa marvet raktal.