Kuzul Europa
Neuz
Kuzul Europa eo anv aozadur etrebroadel « Europa Veur », 47 Stad ezel ennañ e-skoaz 29 en Unaniezh Europa). E bal eo kas war-raok an demokratelezh, gwirioù mab-den, identelezh sevenadurel Europa ha klask diskoulmoù da gudennoù ar gevredigezh en Europa.
Savet eo bet d'ar 5 a viz Mae 1949 dre Feur-emglev Londrez. E kêr Strasbourg emañ e sez.
Arabat eo droukveskañ Kuzul Europa gant Kuzul Unaniezh Europa, anezhañ ar framm politikel m'emañ dileuriet gouarnamantoù pep Stad ezel eus an UE, ha gant Ar C'huzul Europat a vez roet da anv an emvodoù ma vez merket politikerezh hollek an Unaniezh.
Ensavadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breujoù Kuzul Europa
- Farmokoperezh Europa
- Lez-varn Gwirioù Mab-Den Europa
- Poellgor Europa war ar Gwirioù Sokial
- Poellgor ar Vinistred
- (en) Bodad Venezia
- (fr) Komiser e-karg eus gwirioù Mab-den
Kendivizadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver
- Kendivizad Europa war Gwirioù Mab-den
- Karta Sokial Europa (degemeret e 1961)